Ivanka Trump
Ivanka Marie Trump lesanvet Yael goude bezañ bet degemeret er relijion yuzev, ganet d'an 30 a viz Here 1981 a zo ur vaouez eus bed an aferioù stadunanat hag un top model. Brudet eo evit bezañ merc'h da Donald Trump deuet da vezañ 45vet prezidant Stadoù-Unanet Amerika. Bez' eo besprezidantez an Trump Organization, un aozadur merañ embregerezhioù lies Donald Trump. Emañ e penn skourr an ostalerioù hag ar glad.
Yaouankiz ha buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ivanka Trump a voe ganet e Manhattan, New York City d'an 30 a viz Here 1981. He zad Donald Trump zo un den a aferioù pinvidik, he mamm Ivana Zelníčková zo ur sportourez ha top model genidik eus Tchekoslovakia, kentañ gwreg Donald Trump.
Dimeziñ a reas da Jared Kushner e 2009.
Harp dibleg Donald Trump[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ivanka Trump zo bet un harp dibleg d'he zad e-pad koulzad mennad ar Strollad Republikan hag e-pad koulzad dilennadegoù prezidant SUA. Tuet kalz he deus he zad da geñver ar bed sokial. Bountet he deus war he zad evit reiñ brud hag harp d'ar maouezed a felle dezho mont etrezek penn an aozadurioù pe embregerezhioù. War ar mennad-se e tisklêrias "I believe my father will take giant leaps to change that, he's somebody who walks the walk."Troidigezh?
Sikouret he deus kalz he zad en ur vont gantañ dre an hentoù e-pad ar c'houlzad pa oa dougerez evit degas un enep-skeudenn d'an Donald Trump enep maouezed.