Familh Trump

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Familh Donald Trump)
An Trump Family

Familh Donald Trump, 45vet prezidant Stadoù-Unanet Amerika, a zo ur familh stadunanat galloudus e bed an aferioù (gwerzhañ ha sevel tiez, dudioù, aferioù arc'hant) hag er bed politikel. Familh tostañ Donald Trump a zo deuet da vezañ ar First Family of the United States (familh ar prezidant). Ul lodenn eus ar familh Trump zo a orin eus Alamagn.

Ar familh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Familh tost[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melania Trump[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melania Trump (ganet Knavs), a zo trede gwreg Donald Trump, ganet d'ar 26 a viz Ebrel 1970 e Novo Mesto, Yougoslavia (Slovenia hiziv-an-deiz). Bet he deus bet ur vuhez vicherel hir evel maouez evit ar poltredoù ; an eil gwreg d'ur prezidant stadunanat eo a orin estren.

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trump en deus bet 5 bugel adal tri dimeziñ : Don Jr., Ivanka, hag Eric Trump gant Ivana Trump, Tiffany Trump gant Marla Maples, ha Barron Trump gant ar First Lady Melania Trump.

Don Jr., Ivanka, hag Eric Trump[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri bugel koshañ Donald Trump, bet gant e wreg kentañ, Ivana Trump, o deus bet ur roll pouezus en dilennadegoù prezidant. An holl anezho a voe pedet lies e-pad abadennoù skinwel pe skingomz ar c'hampagn. Deuet e oant da vezañ degemennerien Donald Trump. Goude trec'h an tad, an holl anezho a voe lakaet da izili skipailh da c'hortoz ar prezidant. Dindan urzhioù Donald Trump e oa ivez pennoù meur an Trump Organization. Goude ar mare da c'hortoz, Donald Jr. hag Eric Trump a voe fiziet enno ar garg d'ober war-dro skourr an tisaverezh d'ar familh. Ivanka Trump a zilojas da Washington, D.C. gant he gwaz Jared Kushner, a oa bet fiziet ennañ ur roll a kuzulier evit ar White House.