Mont d’an endalc’had

Ar Gouloù Gwenn

Eus Wikipedia

Ar Gouloù Gwenn a oa anv ur gelaouenn bet kensavet e C'hwevrer 2019 gant Tepod Mab Kerlevenez ha Yann Mikael diwar varvidigezh Kannadig Imbourc'h e dibenn ar bloaz 2018.

Embann a reas pennadoù diwar-benn ar c'heleier etrevroadel gant ur sell broadel brezhon. Pemp niverenn ar bloaz da vihanañ a veze embannet, dreistkementet a-wechoù gant niverennoù dibarek gouestlet d'un dodenn resis, betek an hini diwezhañ, niverenn 36, e miz Kerzu 2024. Un ti-embann bihan e voe ivez. War-dro 50 den a oa koumanantet.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]