Yann Mikael

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Yann Mikael
Yann Mikael
Anv ofisiel Jean-Marie Michel
Anv pluenn Yann Mikael
Donwal Gwenvenez
Obererezh Danevellour, Yezhour
Ganedigezh e 1937
e Gwenvenez-Penfaou, Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg, Gallaoueg, Galleg
Luskad lennegel Imbourc'h
Oberennoù pennañ
Treglen, kêriadenn villiget
Traoù ouzhpenn
An Emgav chanter ha danevelloù all
Fablenmitaw
Fables de La Fontaine en parler mitaw
Pays Mitaw, pays breton


Yann Mikael - Jean-Marie Michel e anv kefridiel - zo ur skrivagner bet ganet e 1937, e Gwenvenez-Penfaou. Meur a levr en deus skrivet, ha meur a bennad e brezhoneg koulz hag e gallaoueg, abaoe diwezh ar bloavezhioù 1960. Rener ar gelaouenn Kannadig Imbourc'h ez eo abaoe 2004.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Treglen, kêriadenn villiget, Yann Mikael, Imbourc'h, 1985

Desavet e voe en un tiegezh hag a rae gant ar gallaoueg bemdez. Da gentañ e teskas un nebeud brezhoneg gant kelc'h keltiek e barrez a-raok heuliañ kentelioù dre lizher, gant Skol Ober p'edo o labourat gant un embregerezh prevez a labourioù bras er Sahara, goude bout graet e goñje e-pad brezel Aljeria[1]. Distreiñ a reas da Vreizh e 1965. Kemer a reas perzh e KEAV e 1964, 1965 ha 1967. Kemer a reas perzh e SADED. En Al Liamm e 1968 e voe embannet e zanevell gentañ.

Skrivet en deus meur a bennad evit ar c'helaouennoù Aber, Al Liamm, Imbourc'h, Preder ha War Raok ! ha levrioù a zanevelloù evel Treglen, kêriadenn villiget (1985) pe An Emgav chanter (2008) [2]. Levezonet-bras gant ar sevenadur kristen ha Breizh-Uhel eo e skridoù. Ul lod vras anezho a ziskouez levezon ar brezhoneg war ar gallaoueg. Gant an amzer ma vevas en Aljeri eo bet levezonet ivez.

Kregiñ a reas da labourat gant Youenn Olier e 1985. Setu ar pezh a skrivas Youenn Olier e raklavar Treglen, kêriadenn villiget :

Moarvat n'eo ket nevez seurt testennoù en hol lennegezh. E-barzh kontadennoù Jakez Riou koulz hag e barzhoniezh Añjela Duval en em ziskouez, ken ar gouerion o-unan, ken ar vuhez war ar maez; e-pad pell amzer, forzh penaos, n'eo ket deuet hol lennegezh er-maez eus an amgant-se. Padal eo ret lavarout e tennfe awenadur danevelloù Yann Mikael kentoc'h da hini an Dregeriadez eget da hini ar c'hernevad. Stabil ha peurbad zoken e tiskouez bezañ ar stuzegezh plouezat a zo bet livet gant Jakez Riou. Bez' e c'hellje unan bezañ kredet neuze e oa tonket d'ar stuzegezh-se kenderc'hel da viken. Añjela Duval avat he doa gwelet an diskar hag an distruj a oa o vegozhiñ ar sevenadur-se. Yann Mikael, eñ, a zo aet pelloc'h. Taolennet en deus en e gontadenn hirañ, amañ, an diskar-se e-unan, ha fromus-bras em eus-me kavet al livadur-se.[3]

Setu pezh a skrivas Pierrette Kermoal evel eroueziadur eus doare skridoù ar skrivagner :

Ur c'honter a vremañ eo Yann Mikael, hon kas d'al lec'h ma kar, hep ober van. Ha gantañ ne vez morse an traoù evel ma hañvalont bezañ d'ar c'hentañ sell. [...] Mar ne gil ket Yann Mikael rak danevelliñ darvoudoù mantrus ar brezel, e oar ivez livañ an eurvad hag al levenez.[4]

Abaoe marvidigezh Youenn Olier ha Pêr Even ez eo pennskrivagner Kannadig Imbourc'h, kelaouenn hollvrezhonek Emglev An Tiegezhioù..

A-orin eus Breizh-Uhel (eus Bro-Vitaw) ez eo dedennet gant ar rannyezh c'hallaouek hag e skrivas Fablenmitaw (1997) ha Fables de La Fontaine en parler mitaw (2004), gant Eugène Cogrel.
Bout e voe rener ar gelaouenn Pilhern skrivet e gallaoueg, ha ren a ra ar gevredigezh Vantye a ra enklaskoù war ar gallaoueg komzet e Bro-Mitaw. Ur studiadenn e galleg a skrivas a-zivout e vro c'henidik : Pays Mitaw, Pays Breton (2010).

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Emgav Chanter, Yann Mikael, Imbourc'h, 2008

Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Treglen, kêriadenn villiget, Imbourc'h, 1985.
  • Fablenmitaw, La Découvrance, 1997.
  • Fables de La Fontaine en parler mitaw, La Découvrance, 2004.
  • An Emgav chanter, Imbourc'h, 2008.
  • Pays Mitaw, Pays Breton, gant Ujeen Cogrel, Pihern, 2010.

Pennadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Aber[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • An emgav chanter, niverenn 30, 2007.
  • Un iskis a vestrez, niverenn 51, 2013.

E Al Liamm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Breutadenn evit gerioù gwall-garet, niverenn 239, 1986.
  • Dial an dogan, niverenn 152, 1972.
  • Kenyaw, Ger Mitawek, o tont eus ar Brezhoneg ?, niverenn 266, 1991.
  • Ki-Spagn pe spangi, niverenn 245, 1987.
  • Peoc'h an aouravaloù c'hwerv, niverenn 140, 1970.
  • Tonkad Harki, niverenn 132, 1969.
  • Un istor jidhouarn, niverenn 234, 1986.
  • Ur sizhunvezh dispac'h, niverenn 142, 1970.

E Imbourc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Amerikaned, niverenn 65
  • Anvioù brezhonek e Diell-levr Abati Redon, niverenn 56
  • Ar Fouilhez hag an enezennadoù romanek e Breizh-Izel, niverenn 51
  • Arguzennoù a Vreizhadelezh, niverenn 46
  • Deiziataer Youri Bezmenov e 1985
  • Digembezusted a gendael etre ar Gristeniezh hag an Islam, niverenn 13
  • Dibenn ar brezhoneg komzet e Norzh ar Vro-Mitaw, niverenn 71
  • Ene Bro-C'Hall eo an ingalded, niverenn 82, 2013
  • Furnezh indian, niverenn 25
  • Galloudezh ar skinwel e diskar ar brezhoneg, niverenn 74, 2012
  • George W. Bush hag ar sioc’hanerezh, Kannadig Imbourc'h, niverenn 17
  • Pempiz ha Peñpeñ, niverenn 22
  • War zigarez tabutal ha pismigañ (brezhoneg Kerne glav/glaou ; dour/douar) , niverenn 65

E Preder[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E War Raok ![kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jil Ewan, brezhoneger-skouer, niverenn 36, 2012.
  • Poanioù Spered an Tad Gwazdoue, niverenn 39, 2014.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. An emgav chanter ha danevelloù all, Yann Mikael, Imbourc'h, 2008, pp.9-10.
  2. Ur vurutelladenn amañ : An emgav chanter
  3. Treglen, kêriadenn villiget, Yann Mikael, Embannadur Imbourc'h, 1985, pajenn 1
  4. An emgav chanter ha danevelloù all, Yann Mikael, Imbourc'h, 2008, pp.11-12