Mont d’an endalc’had

Pierrette Kermoal

Eus Wikipedia
Pierrette Kermoal

Pierrette Kermoal zo ur skrivagnerez, ur skridvarnerez hag un embannerez vrezhonek, bet ganet e 1942. Un arbennigourez war briziañ perzhioù al lennegezh vrezhonek eo ha fonnus eo bet he labourioù skridvarnerezh.

Ganet eo e Bergerac, e departamant Dordogne. Bevet he deus e Brest ha skoliataet eo bet eno betek ar c'hlas Lizhiri Uhelañ (Lettres supérieures). Aet eo da heuliañ studioù Lizhiri e skol-veur Roazhon. Desket he deus brezhoneg e Kelc'h Debauvais war un dro. Dizoleiñ a reas SADED hag ESB e skolioù-hañv KEAV ma'z eas bloavezhioù-pad. Heuliañ a reas ar c’hentelioù brezhonek a live uhel a veze roet gant SADED e Roazhon. Kregiñ a reas da skrivañ pennadoù e-ser al lennegezh vrezhonek evit ar gelaounn Preder.
Kelennerez eo bet war al lennegezh c'hallek, al latin hag ar gresianeg e Komborn, Roazhon hag e lec’hioù all.
Ganti eo bet krouet ar gelaouenn lennegel Aber e 2000[1] hag an ti-embann heñvelanvet e 2006. Perzh he deus kemeret e bodad-lenn Kemper hag e bodadoù-lenn all.
Dimezet eo gant Gwenael Mazé.

Hec'h atapioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troet eo he spered gant lennegezh ar bed hag an hini savet e brezhoneg ha pleustriñ a ra tachenn ar skridvarnerezh vrezhonek hag ez eo ar skridvarnerez n'eus ket he far ganti a-zivout fonnusted al labour. Pleustret he deus kalz war oberennoù Kervarker, Yann-Ber Kalloc'h, Tangi Malmanche ha Roparz Hemon. Kavout a ra dezhi eo a bouez bras ivez, re Ronan Huon, Goulc'han Kervella, Jorj Abherve-Gwegen ha Paskal Tabuteau. Skrivañ ha studiañ ar brezhoneg klasel eo he fal. Pleustrañ a ra al lennegezh faltazi ivez ha kas a reas he danevell gentañ (gwelloc’h ganti ober gant ar ger « kevellenn ») da Al Liamm e 1969.
Meuleudioù eus perzh Roparz Hemon e-unan a resevas pa voe embannet gant Preder he studiadenn lennegel gentañ, Eus Gwarizi vras Emer da Vari-Vorgan, ha n’eo ket dre'n abeg ma veze lakaet ar gaoz war e labour dezhañ hepken. Ur gwir dalc’husted hag ur gwir rikted he deus diskouezet ha kendalc’het evit sevel un oberenn skridvarnerezh diwar-benn ar skridoù brezhonek en ur implij ur yezh turgnet ha danzeet mat. Goude Roparz Hemon, ha daou levr a skrivas-hi diwar-benn e oberenn pelloc’h, e klaskas diskouez pegen pouezus eo bet skridoù Tangi Malmanche, pa voe embannet ganti ha gant he c’henlabourerien meur a levr savet gantañ ha meur a studiadenn ha ne oa ket eus ar seurt-se c’hoazh.

Menegadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Va labour e brezhoneg a ran e sell an dazout [sic]. Ur glaoustre eo, sur, met al lennegezh,—- hag ar c'hrouin, en un doare hollek — zo sichenn buhez ur vroad : mar bez freuzet pep tra, mar chom an arz hag al lennegezh, e c'heller o sevel bepred."[2] (En ur c'hrouiñ Aber) "e felle din digeriñ hentoù nevez d'hon lennegezh o sankañ adarre en henvoazelezh, hag er rannyezhoù, pe zoken, en isrannyezhoù."

Oberennoù faltazi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Skleur en noz, teskad danevelloù, Aber, 2006
  • Huñvre d'an Hollsent, danevell e meur a zaolenn, Aber, 2008
  • War an treuzoù, danevelloù, Aber, 2011
  • Sklisennoù, Aber, 2017

Meur a zanevell e kelaouennoù Preder, Al Liamm hag Aber.

Oberennoù skridvarnerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Eus Gwarizi vras Emer da vMari-Vorgan: Kentañ studiadenn war oberennoù Roparz Hemon (in Preder, Kaier 91 - Genver 1967. 59 p. liesskrivet)
  • A-youl ar gwent, ur studiadenn diwar-benn barzhonegoù Roparz Hemon, Aber.
  • Un ene tan : Studi personelezh hag oberenn Roparz Hemon, Aber, 2002)
  • Liorzh al lennegezh : Arnodskridoù, Aber 2006)
  • Dre lennegezhioù ar bed, e kenlabour, Aber, 2008
  • Lennegezh Vreizh o tiwanañ (Levrenn I), Aber, 2021), 190 p. ISBN978-2-916845-54-8

Troidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Un emgav gant… Pierrette Kermoal, In : Ya!, n° 783, 12 Even (Mezheven) 2020
  • Jean-Marie Goater, Gaëlle Pairel, Geneviève Roy, Claude Thomas, Femmes de lettres en Bretagne, Roazhon, Éditions Goater, 2021. (ISBN 9791097465025). Pennad Pierrette Kermoal.
  • Priz Langleiz
  • Priz Pêr Roy 2003

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ereoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ N’eus ket mui anezhi goude bezañ embannet 73 niverenn.
  2. ↑ Ya!, n° 783, 2020.
  3. ↑ Deiziataer miz Ebrel 2023 : Levr ar miz (Pirc'hirin ar menez), Brezhoweb, 02/04/2022