Yann-Bêr Kalloc'h

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Yann-Ber Kalloc'h)
Delwenn enoriñ Yann-Bêr Kalloc'h e Groe
Bez Yann-Bêr Kalloc'h e Groe

Yann-Bêr Kalloc'h a oa ur skrivagner hag ur barzh hag a skrive e brezhoneg. Ganet eo bet d'an 21 a viz Gouhere 1888 en Enez Groe (Mor-Bihan) ha marvet eo war an talbenn en Urvillers e Kanton Moÿ-de-l'Aisne en Aisne (Bro-C'hall)[1] d'an 10 a viz Ebrel 1917 e-pad ar Brezel-bed kentañ. Brudet eo da gentañ-penn evit e zastumad barzhonegoù Ar en deulin (Àr an daoulin).

Soñjoù a-zivout ar Brezel Bras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yann-Bêr Kalloc'h, ne oa ket Abeozen. Ne oa ket ur peoc'hgarour anezhañ kerseet gant ar brezel. Kavet e vez aroudennoù brezelour en e skridoù.

  • "Waraok, Kelt mat! Ha tenn ha sko! Kouezh mar kouezezh, 'vit ar vro eo! Met sko, sko, sko! O breur, sko! Hep ehan, hep diskuizh, hep truez, tan dezhañ! Lazh ha tag, p'en deo ret! O breur lazh! Bez ar frailh hag a val, ar garreg hag a flastr, ar gurun a freuz, ar mor a veuz: bez ar C'hadour. Dalc'h koun e oa da gourdadoù kaored divent a grene Germania dirak sell o lagad."

Lec'h e varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fichenn hiniennel an is-letanant Kalloc'h, "marvet evit Bro-C'hall"

[2] "Maruet (...) etal Urvillers" hervez e vez e bered Groe ha douaret e Cerizy ( Aisne)[1], met hervez an div fichenn hiniennel savet diwar e benn gant ant al lu gall e vefe marvet e Cerizy[3] ( Aisne) pe e Cerisy (Somme)[4]. E rejimant a servijas en Oise hag en Aisne e 1917. E bro Cerizy (Aisne) edo e penn-kentañ miz Ebrel 1917[5]. Douaret e voe e Cerizy (Aisne). Adkavet e voe e laour e miz Mae 1923. Douaret e voe en-dro e Groe e miz Gouere 1923[1].

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzhoniezh ha kanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pezhioù-c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skridoù arall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(en galleg alies)

Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Société des Amis du Musée de Groix
  2. Mémoire des hommes
  3. Mémoire des hommes
  4. Mémoire des hommes
  5. Le 219e régiment d'infanterie

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.