Mont d’an endalc’had

Ar Priñs Bihan

Eus Wikipedia
Ar Priñs Bihan
oberenn lennegel
TitlLe Petit Prince Kemmañ
Raklec'hiet gantFlight to Arras Kemmañ
Heuliet gantLetter to a Hostage Kemmañ
Seurt oberennromant Kemmañ
AozerAntoine de Saint-Exupéry Kemmañ
Deiziad embann6 Ebr 1943 Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet, Frañs Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvgalleg Kemmañ
Public domain date1 Gen 1995, 1 Gen 2015, 1 Mae 2033, 1 Gen 2039 Kemmañ
SkeudennaouerAntoine de Saint-Exupéry Kemmañ
Prizioù resevetGwellañ kant levr ar c'hantved hervez Le Monde, Retro Hugo Award for Best Novella Kemmañ
Tudennoùar priñs bihan, ar rozenn Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.lepetitprince.com/en/, https://www.lepetitprince.com Kemmañ
Arvesterien palyaouankiz Kemmañ
Copyright holderAntoine de Saint-Exupéry Kemmañ

Ar Priñs Bihan zo ul levr brezhonek, troet diwar ar gontadenn c'hallek Le Petit Prince a oa bet savet gant Antoine de Saint-Exupéry hag embannet e 1943 e New York war un dro gant an droidigezh e saozneg. Antoine de Saint-Exupéry a oa o chom eno abaoe miz Kerzu 1940, goude arsav-brezel miz Mezheven 1940, du-hont e oa bet skrivet al levr gantañ[1].

Un oberenn varzhoniel eo dindan stumm un istor evit ar vugale skeudennaouet gant dourlivadurioù ar skrivagner.

An doulivadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennaouet e oa bet al levr gant ar skrivagner. E penn kentañ e oa bet raktreset fiziañ al labour-mañ d'an tresour Bernard Lamotte, met choazet en doa Saint-Exupéry skeudennaouiñ e-unan al levr peogwir e oa re wirion stil e vignon Lamotte, hag e oa o klask ur stil simploc'h evit ar vugale[2].

Implijet en doa kreionoù dourlivañ evit an dourlivadurioù, un teknik hag a oa diouzh ar c'hiz er mare-mañ, diwar ali e vignon an ergerzhour Paul-Émile Victor.

An droidigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troet e oa bet gant Pierrette Kermoal hag embannet gant Preder e 1974 evit ar wech kentañ. Adembannet meur a wech gant Preder etre 1999 ha 2019, hag adembannet gant an ti-embann Aber e miz Gouere 2024[3].

Al levr aodio

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet eo bet stumm aodio al levr war Audible, al lec'hienn gouestlet d'al levrioù-aodio krouet gant Amazon, e miz Mezheven 2022. Enrollet eo bet gant mouezh Azenor Kallag diwar troidigezh Pierrette Kermoal embannet gant Preder e 2019[1],[4].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 Florent Grouin, Petra 'zo nevez e brezhoneg e miz Even 2025 ?, Brezhoweb, 02/06/2024
  2. (fr) Sophie Loir, Les illustrations du Petit Prince : de Saint Exupéry à Joann Sfar, war lec'hienn momes.parents.fr, 18/03/2023
  3. Aber a embann Ar Priñs Bihan, war lec'hienn Aber, 2024
  4. Yann-Fañch Jacq, Sikour al lennerien, kazetenn Ya !, 01/07/2022