Skridvarnerezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar skridvarnerezh eo obererezh an hini a varn ar skridoù lennegel, pe a lavar pegen talvoudus int.

Kavet e vez oberennoù skridvarnerezh e kement stumm moulet, rak ne c'hell ket mont pell ar c'helaouenner-skridvarner a zispak e venozhioù er skingomz pe er skinwel. Ar skridvarnerezh gwellañ a vez aozet gant skolveuridi e levrioù pe e kelaouennoù embannet gant ar skolioù-meur. Kavet e vez pennadoù er c'helaouennoù lennegezh 'zo pe er c'helaouennoù boutinoc'h ivez.

Ar skridvarnerezh nevesañ a c'hell bezañ levezonet gant teorienn al lennegezhioù, met n'eo ket labour ar skridvarner hini an teorienner.

Skridvarnerezh brezhonek[kemmañ]

Rouez-tre eo ar pennadoù skridvarnerezh brezhonek pa n'eus ket kalz a skrivagnerien, hag ar re-se n'o deus ket kalz a lennerien. Klemmet o deus un nebeud skrivagnerien ne glevent heklev ebet eus an degemer graet d'o levrioù (Youenn Drezen ha Mikael Madeg en o zouez). Strivoù a zo bet graet gant skipailhoù Aber, Al Liamm, Al Lanv ha Brud Nevez evit embann pennadoù gwir skridvarnerezh . N'eus ket a skridvarnerezh brezhonek savet er skolioù-meur.
Un nebeut skrivagnerien vrezhonek o deus dalc'het da sevel skridvarnadennoù diles : Youenn Olier, Reun ar C'halan, Pierrette Kermoal... memestra.

Brud Nevez[kemmañ]

Fañch Broudig a skriv pennadoù skridvarnerezh en e gelaouenn Brud Nevez abaoe pell. Kamaraded dezhañ o deus bet graet ivez: Kadiou, Merser, ha meur a hini all. Mikael Madeg en deus bet embannet pennadoù hir, goude ma vezent alies diwar e benn e-unan.

Istor ar skridvarnerezh[kemmañ]