Doare lennegezh
Neuz
(Adkaset eus Doare-lennegezh)
Un oberenn lennegel bennak a vez klenket atav en ur rumm hervez an doare lennegezh meret gant an oberour hag an ti-embann.
Rummata al levrioù hervez o doareoù lennegezh ne c'hell ket bezañ graet hep klask termeniñ an doare krouiñ hag ar stumm lennegel a intenter diwar o lenn, evit heñchañ an danvez lennerien. Ober ar renkadur-se zo lodenn labour boutin al levraouegerien hag ar werzherien levrioù, al levrierien en o zouez.
Ne vern an doare lennegezh a vo klenket ennañ un oberenn, n'eo nemet ur sell diresis a vo spisaet gant al lennerien.
Daou rumm pennañ zo : ar faltazi hag an nann-faltazi.
Ar skridoù faltazi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Romantoù, a c'hell bezañ kourtes, istorel, polis, du, skiant-faltazi pe feilheton hag all.
- Barzhoniezh : meurgan, meulgan, fablenn, haiku, sonedenn, telenngan hag all.
- C'hoariva.
- Danevelloù (kontadennoù pe dezrevelloù a-wechoù).
- Kontadennoù.
Ar skridoù personel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arnodskridoù.
- Deizlevrioù.
- Emvuhezskridoù.
- Kenskriverezh.
- Kounskridoù pe eñvorskridoù.
Ar skridoù faltazi amfaltazi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Teulskridoù.
- Buhezskridoù.
- Tezennoù.
- Antologiezh ioù.
- Teskadoù.
- Dornlevrioù.
- Sturlevrioù.
- Levrioù touristañ