Antologiezh
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Un antologiezh zo un teskad oberennoù dre skrid gant doareoù a bep seurt pe undoare dastumet dre un dibab dibar. Moulet e vez dindan ul levr pe vuioc'h peurvuiañ. Un ger all : bleuñskrid, rouesoc'h.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar ar gresianeg anthos (bleuñ) + logos (eztaoliñ) e teu ar ger.
Termenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa vez dibabet aketus-kenañ an testennoù evit kinnig ar pezh a vez gwelet evel ar re wellañ gant an den pe skridaozerien e saver un antologizh ha n'eo dastum skridoù ha lakkaat da vezañ kinniget en ur teskad. Kavout a reer a-wezhioù bleunlevr, met nebeut implijet eo.
Evit komzoù dibabet sant Frañsez a Asiz eo bet implijet bleunioù el levr embannet gant Kapusined Rosko, Fioretti pe Bleuniou sant Fransez a Asiz, Rosko : Ar Vuhez kristen, 1945, met troidigezh ar ger italianek ! ! fioretti (bleunigoù) eo nemetken.