Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion
KEAV, Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion, zo ur gevredigezh hag a ra war-dro aozañ stajoù da zeskiñ ha da studial brezhoneg.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Boulc'het e oa bet Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion d'an 3 a viz Eost 1948 e Kleder (Penn-ar-Bed) gant Ronan Huon, Vefa de Bellaing ha Zavier Langleiz. Paol Kalvez en devoa bet ur vras a levezon war gKEAV ivez. Da zigentañ e oa ur c'hamp evit familhoù an Emsav a felle dezhe tremen ur sizhunvezh vakañsoù e brezhoneg penn-da-benn. Lod kaer anezhe n'o deze ket digarez da glevet kement-se a vrezhoneg a-hed ar bloaz, lod zoken pa ne oant ket o chom e Breizh. Sikour a reas KEAV ar familhoù-se da zerc'hel bev ar yezh a-hed d'ar bloaz.
Azalek ar penn kentañ ez eus bet Kelted tramor (triwec'h diwar seizh stajiad ha hanter-kant e 1948), Kembreiz peurvuiañ, o kemer perzh er c'hamp, diwar-se e raer "etrekeltiek" anezhañ. Hervez diazezourien KEAV, paneve sikour ar re-se ne vefent ket deut a-benn da sevel tra pe dra diouzhtu goude an Eil Brezel-bed.
Er bloavezhioù kentañ e veze kentelioù war ar brezhoneg diouzh ar beure hepken, abalamour na oa ket c'hoazh eus ar brezhoneg er skolioù ; pourmenadennoù ha diduamantoù a veze graet goude lein.
Tamm-ha-tamm ez eus bet er c'hamp mui-oc'h-mui a dud ouzhpenn ar familhoù-se, evel ar re a oa o teskiñ gant Skol Ober a veze lakaet e-giz-se d'ober ur staj yezh komzet, ken eo deut KEAV da vezañ ur gwir staj digor d'an holl, kentoc'h eget ur c'hamp vakañsoù e brezhoneg, daoust ma vez degemeret ar familhoù bepred.
Un dra zo ha n'eo ket cheñchet avat : ne raer nemet gant ar brezhoneg e KEAV.
E-pad pell amzer e veze klasket cheñch lec'h bep bloaz, met gant an diaes ma oa deut kavout unan a-feson (abalamour ma oad krog da zihan a lojañ ar vugale er skolioù) e voe dibabet azalek 1977 chom e skolaj Sant-Alan e Skaer. E 1990 ez eas KEAV da skol Joliot-Curie, e Skaer bepred, betek 2007.
E 2008 e rankas KEAV kuitaat Skaer pa ne c'halle ket ar skol eno degemer anezhañ ken, hag e voe dalc'het an div sizhunvezh staj e skol labour-douar an Nivod, e parrez Lopereg. E 2009 e voe e Kastellin.
Ar stajoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anavezet eo KEAV da gentañ-penn evit e staj div sizhunvezh a vez dalc'het e miz Gouhere ha lec'h na vez kaozeet nemet brezhoneg. Ur staj "soubañ er yezh" an hini eo eta. Ouzhpenn ar c'hentelioù diwar-benn ar yezh e vez kinniget d'ar stajidi ober a bep sort traoù e brezhoneg : mont da vale, da welet brezhonegerien eus ar c'hornad m'emañ ar staj ha neuze da gontañ gante, sellet ouzh arvestoù (c'hoariva, kontadennoù ha kement zo). Kentelioù zo bremañ hag a vez kinniget evel atalieroù : c'hoariva, video, skrivañ...
E-pad ar goañv, diouzh ar bloavezhioù, e vez aozet ur staj un devezh pe zaou evit ar gelennerien pe ar re a zo e-soñj da vont da gelenn.
Ar re a labour evit KEAV, na pa vefent kelennerien pe animatourien a bep sort, a ra se a-youl vat.
Animatourien, kelennerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Setu un toulladig eus an niver bras a dud o deus roet harp :
Kentelioù SADED e K.E.A.V. embannet gant Preder[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerion 1964, (Kentelioù ar Rummad Uhel), Gwenael Maze, Ronan Ar Glew, Erwan Gwegen, Mari Elen Maze, Goulven Pennaod, Loeiz Lemoine, Ivona Konan, 1964.
- Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerion 1965, Erwan Gwegen, Goulven Pennaod, Abennez, Olivier Loyer, 1965.
- Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerion 1966 (Kentelioù ar Rummad Uhel), Abennez, Mari Elen Maze, Gab Cherel, Ronan Jolais, Gwernegan, Yeun Gourves, Tangi Louarn, 1966.
Pennadoù gant skolidi SADED e K.E.A.V. embannet gant Preder[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Areizh 01 (K.E.A.V. 1967), Bernez An Nail, Pierrette Kermoal, Gireg Konan, Ivona Konan, Gi Kreac'h, Erwan Evenou, Yann-Fañch Furic, 1967.
- Areizh 02 (K.E.A.V. 1967), Gwernegan, Ronan Jolais, Line Bourdier, Yeun Gourves, Gwion Ar Menteg, 1967.