Mont d’an endalc’had

Strollad ar Vro Bagan

Eus Wikipedia
Strollad ar Vro Bagan, miz Gouere 2009

Strollad ar Vro Bagan a zo ur strollad c'hoariva.

Strollad ar Vro Bagan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e voe Strollad ar Vro Bagan e Plouneour-Traezh er bloavezh 1973-1974, e diabarzh Oaled Sevenadurel ar Vro Bagan (1965). E 1979 eo deut da chom da Blougerne el lec'h m'emañ atav bremañ. Adalek 1982 ez eus bet tud a vicher er strollad evit sevel pezhioù diouto o-unan (evit ar vugale hag evit ar re gozh) hag evit ober war-dro ar pezhioù-c'hoari brasoc'h, ma c'hoari tud all ivez ha n'int ket tud a vicher.

Strollad Ar Vro Bagan o c'hoari Ar Roue Ubu er Gelveneg d'an 20 a viz Genver 2008

Sevel a ra ar strollad pezhioù-c'hoari e brezhoneg, e galleg-brezhoneg, pe e galleg. Danvez Breizh ha Keltia a vez pleustret gant Ar Vro Bagan : ar yezh, ar sevenadur, an istor.

Pezhioù-c'hoari savet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu un nebeud pezhioù-c'hoari abaoe ar penn-kentañ:

  • Meurlarjez (Roparz Hemon, 1976)
  • Ma c'helljen-me kanañ laouen (1977)
  • Buhez Mikael an Nobletz (1978)
  • Nominoe-oe (Jakez Riou, 1980)
  • Spontus Circus (1982)
  • Kernevez City (1983)
  • Ar Baganiz (Tangi Malmanche, 1984)
  • Yann-Vari Perrot (1986)
  • Ys la maudite (1987)
  • Kenavo my love (1988)
  • Liberta (1989)
  • Cantique à Melilla (Xavier Grall, 1989)
  • Les nuits de Kerjean (1990)
  • Ar Basion Vras (1991)
  • An Arar hag ar Stered (S. O'Casey, 1992)
  • Ys la maudite (doare nevez, 1993)
  • Et à la fin était le Bang (1993)
  • Tristan et Iseut (1994)
  • Ar Roue Marc'h (1994)
  • Amoko II (1995)
  • Ar mestr (Naig Rozmor, 1996)
  • Johniged an Hilda (2002)
  • Breizh Aktu (2003)
  • Gwerz ar Vezhinerien (2005)
  • Fest ar pimoc'h (2006)
    • Perles de banquiers 2007
    • Bag an Ankou 2008
    • Gwerz Nedeleg 2009
    • Armorica Breiz ; 2011
    • Ar gêr vras 2011
    • Divroa 2012
    • Ar Bonedou Ruz 2017
    • Ar Roue Arzhur, 2023

C'hoariet ez eus bet ivez kalz pezhioù berr e-doug beilhadegoù : Roparz Hemon, Pêr-Jakez Helias, Goulc'han Kervella, Anton Tchekhov, Naig Rozmor ha Pêr-Mari Mevel...

C'hoari poblek evit Breizh, o labourat war ar sevenadur keltiek, hag amzer a-vremañ ar Vretoned...

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Être Bretons, facteur de vitalité associative ? Une illustration par l’exemple du strollad Ar Vro Bagan, kounskrid master gant Yannig Bigouin, 2019

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]