Mont d’an endalc’had

Pêr-Jakez Heliaz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Pêr-Jakez Helias)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Pêr-Jakez Heliaz
Pêr-Jakez Heliaz
Anv ofisiel Pierre Hélias
Anv pluenn Pêr-Jakez Heliaz
Pierre-Jakez Hélias
Obererezh Kelenner, skrivagner, dramaour, barzh, den a skingomz ha a skinwel
Ganedigezh 17 a viz C'hwevrer 1914
Pouldreuzig, Bro-Vigoudenn
Marv 13 a viz Eost 1995
Kemper, Kernev Kernev
Yezh skrivañ Brezhoneg, galleg
Enorioù Kolier an Erminig (1991)
Oberennoù pennañ
Marh al lorh (1986)

Pierre-Jakez Hélias, Pêr-Jakez Heliaz e brezhoneg, Pierre Hélias e anv ofisiel, bet ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1914 e Pouldreuzig, er Vro-Vigoudenn, hag aet da Anaon d'an 13 a viz Eost 1995 e Kemper, a oa ur skrivagner brezhonek ha gallek, puilh e oberennoù.

Savet en deus kerkoulz barzhonegoù, pezhioù-c'hoari, danevelloù, romantoù ha kontadennoù. Bet eo bet ivez ur c'hoarier sketchoù evit ar skingomz hag un aozer abadennoù evit ar skinwel. Brudet eo da gentañ penn evit e levr gallek Le Cheval d'Orgueil, un oberenn bet savet da gentañ en e ziv yezh, a-dammoù, ha bet embannet goude e brezhoneg gant an titl Marh al lorh.

Ganet e oa bet Pêr-Jakez Heliaz e Pouldreuzig er Vro-Vigoudenn, en un tiegezh a dud munud, labourerien-douar anezho, o labourat evel micherourien e ti ar re all. Ar brezhoneg e oa e yezh kentañ dre ma oa brezhonegerien e dud. Er skol e voe rediet da zeskiñ galleg. Dont a reas sot gant ar yezh-se, nes ankouaat e yezh-vamm. Dre ma oa tuet er skol e voe lakaet da vont pelloc'h gant e studi : el lise e Kemper, ha goude e Roazhon. Eus 1946 da 1975, ar bloaz ma'z eas war e leve, e voe kelenner war al lennegezh e Skol ar Vistri Kemper.

D'an 21 a viz Kerzu 1946 e krogas Pêr Helias da aozañ sketchoù ha pezhioù-c'hoari e brezhoneg evit ar skingomz dindan an anv « Jakez Krohen », e kompagnunezh Pêr Trepos (« Gwilhou Vihan »). Un tamm brud a savas neuze dezhañ, plijet-kenañ ma veze an dud gant o fent, o selaou anezho er "post bihan", war gwagennoù Radio Quimerc'h. Daou vloaz war-lerc'h e voe e-mesk ar re a roas lañs en-dro da C'houelioù-meur Kerne e Kemper. E-pad pell e chomas e-touesk aozerien ar festival-se, karget ma oa da ginnig an abadennoù e brezhoneg d'an dud.

Un den er-maez eus an Emsav e chomas e vuhez-pad, o klask ober gant e zaou sevenadur war un dro, o skrivañ kerkoulz e brezhoneg hag e galleg. A-fet politikerezh, un den tuet a-gleiz e oa, tost-kar d'ar gomunourien : ezel e oa ouzh ar strolladoù Ar Falz hag Emgleo Breiz. Embann a reas pennadoù er gelaouenn La Bretagne à Paris hag er gazetenn bemdeziek Ouest-France. Diwar ar gronikenn divyezhek embannet er gazetenn-se bep sizhun e savas e bennoberenn Le Cheval d'orgueil, lakaet da zont er-maez e doare ul levr e 1975 e ti Plon e Pariz, en dastumad Terre humaine. Ennañ e tispleg e yaouankiz ha buhez an dud anavet gantañ dre ar munud. Ar mod en deus da daolenniñ pep tra a laka e levr da vezañ hogozik ur studiadenn diwar-benn doare an dud da vevañ war ar maez e penn kentañ an XXvet kantved er Vro-Vigoudenn, evel ma vije bet savet gant un tudoniour. Berzh spontus a reas e levr kerkent hag embannet. Troet eo bet e 18 yezh hag anavet eo dre ar bed. Rebechet eo bet ouzh ar skrivagner koulskoude bezañ aozet un oberenn m'eo troet enni sevenadur Breizh hag ar brezhoneg war an amzer dremenet.

Skol foran Per-Jakez Helias e Kledenn-Poc'hêr
Armel niverenn 3 er CRBC, enni paperioù P.-J. Heliaz

E 1971 e kemeras perzh en abadennoù brezhonek Breizh o veva, skignet dre ar skinwel.

E 1977 e voe embannet gantañ al levr Les autres et les miens, un dastumadeg koñchennoù priziet mat. Goude-se e savas romantoù e galleg. E varzhoniezh vrezhonek a vez priziet kemend-all, evel el levrioù Maner kuz/Manoir secret hag Ar Men Du.

Evit e enoriñ ez eo bet roet e anv da veur a straed ha da veur a skol e Breizh (Pouldreuzig, Kleder, Medrigneg, Sant-Maloù...), da lec'hiad Skol-veur Breizh-Izel e Kemper ha da vediaoueg-kêr Landerne. Erminiget eo bet e 1991.

E miz Gouere 2006 e voe digoret ur mirdi gouestlet dezhañ e Pouldreuzig, en ti m'eo bet o chom.

Paperioù Pêr-Jakez Heliaz a zo bet fiziet goude e varv d'ar CRBC e Brest.

Azasadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bannoù-treset

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude embannet Le cheval d'orgueil e stumm bannoù-treset, e oa bet graet heñvel gant Marh al lorh dindan an titl peurunvan Marc'h al lorc'h e 1976[1]. Savet eo bet ar skrid brezhonek gant Mannaig Thomas.

Ur film zo bet graet diwar Le cheval d'orgeuil e 1980, sevenet gant Claude Chabrol[2]

  • 1947 : Biskoaz kemend-all
  • 1953 : Eun ano braz
  • 1955 : War eun dachenn foball
  • 1957 : Mojennou Breiz I ; Tan ha ludu
  • 1958 : Eun den maro ha ne goll ket e benn
  • 1959 : Mojennou Breiz II ; Mevel ar Gosker ; Kanadenn Penn ar Bed
  • 1977 : Peziou-c'hoari Jakez Krohen ; Penaoz e teuas eur Breizad da veza roue Bro-Zaoz
  • 1980 : Peziou-c'hoari Jakez Krohen
  • 1981 : Piou e-neus lazet an hini koz ?
  • 1983 : An Isild a-heul
  • 1986 : Marh al lorh
  • 1987 : Bugale Berlobi I - Brud an Dreued
  • 1988 : Bugale Berlobi II - Marvaillou da veva en ho sav
  • 1993 : Katrina Lenn-zu
  • 1996 : Ruz-Kov ar foeterez-vro
  • 1961 : Marvaillou ar votez-tan / Contes bretons du sabot à feu
  • 1964 : Maner Kuz / Manoir secret
  • 1966 : Divizou eun amzer gollet / Devis d'un temps perdu
  • 1969 : An Izild a heul / Yseult seconde
  • 1974 : Ar men du / La pierre noire
  • 1979 : An tremen-buhez / Le passe-vie
  • 1990 : Amsked. Pobl an noz / Clair-obscur. Le peuple de la nuit
  • 1991 : D'un autre monde / A-berz eur bed all
  • 1955 : Danses de Bretagne
  • 1961 : Comme on connaît ses saints
  • 1967 : Contes bretons du pays bigouden ; Bretagne aux légendes : la mer
  • 1969 : Costumes de Bretagne
  • 1971 : Contes bretons de la Chantepleure
  • 1973 : Tradition bretonne : le savoir-vivre
  • 1975 : Le Cheval d'orgueil ; Tradition bretonne : Logis et ménages
  • 1976 : Comment un Breton devint roi d'Angleterre
  • 1977 : Les autres et les miens : le trésor du Cheval d'orgueil ; Le Grand valet, La Femme de paille, Le Tracteur - Théâtre I
  • 1978 : Lettres de Bretagne - langues, culture et civilisations bretonnes
  • 1980 : La sagesse de la terre ; Quimper en Cornouaille ; Au pays du Cheval d'orgueil
  • 1981 : L'esprit du rivage
  • 1982 : L'Herbe d'or
  • 1983 : Images de Bretagne
  • 1984 : La colline des solitudes ; Les contes du vrai et du semblant
  • 1987 : Lisbonne
  • 1988 : Vent de soleil ; Midi à ma porte
  • 1990 : Le quêteur de mémoire ; La nuit singulière
  • 1993 : Le diable à quatre ; Le piéton de Quimper
  • 1996 : Ventre-à-Terre, l'aventurier
  • 2000 (dalif) : Un pays à deux langues

Evel kenaozer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1995 : Gant ar mareoù-bloaz / Au fil des saisons ; troidigezh c'hallek barzhonegoù Anjela Duval
  • 1983 : La côte - Recueil de chants celtiques ; rakskrid da oberenn Max Jacob
  • 1993 : Toinou – Le cri d'un enfant auvergnat ; rakskrid da oberenn Antoine Sylvère
  • 1994 : Magies de la Bretagne ; dastumad skridoù Anatol ar Braz
  • 1987-1996 : Biskoaz kemend-all ! (10 levrenn)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pierre-Jakez Hélias, levrenn niv. 36, emb.Skol Vreizh, divyezhek
  • Per-Jakez Hélias. Niverenn ispisial, kelaouenn Brud Nevez niv. 172, 1994. Niverenn dreist-ordinal da geñver e 80 vloaz, e brezhoneg
  • Francis Favereau (Dindan ren), Pierre-Jakez Hélias, Bigouden universel, emb. Pluriel, divyezhek
  • Pascal Rannou, Inventaire d'un héritage - Essai sur l'œuvre littéraire de Pierre-Jakez Hélias, emb. An Here, e galleg

Liammoù diavez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. (fr) Marc'h al lorc'h. Kavet : 23/04/2025.
  2. (en) Internet Movie Database. Kavet : 23/04/2025.