Le Cheval d'orgueil (levr)
- Evit implijoù all, gwelet Le Cheval d'orgueil (film).
Le cheval d'orgueil ("Marc'h al Lorc'h") zo ul levr ennañ eñvorennoù bugaleaj Per-Jakez Heliaz, embannet e 1975 gant an embanner gall Plon, e Pariz, e-barzh an dastumad Terre Humaine.
Savet e oa al levr diwar bennadoù divyezhek embannet e-barzh Ouest-France e-pad bloavezhioù.
Lavarout a rae ar skrivagner e oa bet skrivet e brezhoneg gantañ a-raok bezañ troet e galleg gantañ.
Berzh en deus graet dre ar bed a-bezh, buan e voe gwerzhet ouzhpenn 500 000 skouerenn ha troet eo bet e 18 yezh(Daveoù a vank).
Tabut a savas gant Xavier Grall hag a embannas Le Cheval couché, ma tamalle da Bêr-Jakez Helias bezañ treset ur skeudenn eus ur Vreizh kozh.
Kontet eo buhez ur familh kouerien baour a Vro-Vigoudenn un tamm a-raok ar Brezel-bed Kentañ
Film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur film a zo bet savet gant ar filmaozer gall Claude Chabrol diwar al levr e 1980, hag eilmouezhiet e brezhoneg gant Dizale gant an titl Marc'h al Lorc'h.
Embannadur brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelout ar pennad Marh al lorh.
Meur a vloaz goude e voe embannet ar skrid brezhoneg gant Terre Humaine evel ma oa bet e galleg, paper heñvel, golo kalet, keinet heñvel, un embannadur kaer evel n'eus ket kalz e brezhoneg. E falc'huneg e oa skrivet evel pennadoù Ouest-France. Ne reas ket berzh tamm ebet avat, ha distrujet e voe ar miliadoù a levrioù na oant ket bet gwerzhet.
Un toullad bloavezhioù goude e oa Emgleo Breiz oc'h adembann levr Heliaz gant ur golo tanav ha war baper marc'had-mat, disheñvel-mat diouzh an embannadur kentañ.
|
|
|