Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion
Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion (KEAV), krouet e 1952, zo ur gevredigezh hag a ra war-dro aozañ ur skol-hañv[1] ha stajoù da zeskiñ ha da studial brezhoneg. Komz brezhoneg a-hed an devezhioù eo ar reolenn ret, ken e c’hell ar stajidi ren ar vuhez en ur pleustriñ ar yezh e pep degouezh. An ober pennañ eo ar skol-hañv, enni daou staj sizhun-pad war ur pemzektez gant meur a live e miz Gouere[2]. Anavezet eo KEAV evel un aozadur-stummañ ez-ofisiel.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]"Sizunieg vrezonek Sant-Wazeg" ha kampoù-hañv da-heul
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe ur c'hamp-hañv brezhonek e presbital Sant-Wazeg e 1931. Degemeret e voe ar berzhidi gant person ar barrez, an aotrou Gwilhou Saout. Hervez Pêr Denez e kemeras perzh un dousennad tud, en o zouez, Loeiz Andouard, Raymond Delaporte, Deneza Guieyesse, Job Gwennegan, Armand Keravel, Yann Gerlann, Frañsez Kervella-Kernu, Célestin Lainé, Robert Le Helloco hag Olier Mordrel, an holl anezho deuet da glask gounit arnodenn ar Simbol. Dont a reas ivez Marc'harid Gourlaouen d'un emvod ma voe divizet sevel ur servij kentelioù brezhonek dre lizher gant ar c'hevarzhe, Ober e anv. E 1935 e voe dalc'het ur c'hamp-hañv brezhonek e Plougouskant dindan atebeg ofisiel Herberc'hti Yaouankiz Vreizh (Auberges de jeunesse de Bretagne), gant sikour Jermen Breton ha hini Ober. E 1936 ez eas ar gampourien da Lopereg hag, e 1937, 1938 ha 1939, da greizenn-dudi Milin Penfoull, e Loperc'hed, hag eno e teuas Vefa de Bellaing. E 1938 e voe lakaet e plas arnodenn ar Simbol hini an Trec'h, kaset an dremenidi da goad Trewarez, e Sant-Wazeg[3].
Deroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'hamp-hañv hollvrezhonek a voe digoret d'an 3 a viz Eost 1948 e Kleder (Penn-ar-Bed) gant Ronan Huon, Vefa de Bellaing ha Zavier Langleiz. Paol Kalvez en doa kemeret ur perzh bras en aozañ. Da zigentañ e oa ur c'hamp evit familhoù an Emsav a felle dezhe tremen ur sizhunvezh vakañsoù e brezhoneg penn-da-benn ha degemeret e oa an dud digenvez a-us 17. Lod kaer anezhe n'o deveze ket digarez da glevet kement-se a vrezhoneg a-hed ar bloaz, lod zoken pa ne oant ket o chom e Breizh. Sikour a reas KEAV ar familhoù-se da zerc'hel bev ar yezh a-hed ar bloaz.
Displeget eo bet meur a wezh gant Ronan Huon ha Vefa de Bellaing e oa bet dipitet un toullad brezhonegerien deuet da gamp-hañv Bodadeg ar Sonerion, e Sarzhav, e 1947, pa voe graet an obererezhioù e galleg nemetken. Dalc'het e voe un emvod e lec'h Kelc'h keltiek Roazhon e miz Genver 1948, pa ne vije ket bet aotreet un obererezh breizhek eus ar seurt estreget dindan disglavier un aozadur anavezet. Ne voe ket savet ar c'hevarzhe ez-ofisiel a-raok 1952.
Skrivet e voe da Yves Berthévas, maer Kleder, ur mignon d'an Emsav hervez komzoù Vefa de Bellaing, a respontas e c'hellfe feurmiñ ar skol bublik ha pa erruas ouzhpenn 90 den[4] e voe implijet parzhioù ar skol gatolik ivez. Digoret e voe ar c'hamp e diwezh Gouere, just goude klozadur Gouel ar Bleun-Brug e Kastell-Paol, ken o doe tro pennadurezhioù an Emsav da zont da weladenniñ. Aesaet e voe pa veze kentelioù war ar brezhoneg diouzh ar beure hepken, ha pourmenadennoù ha diduamantoù a veze graet goude lein
Adalek ar penn-kentañ ez eus bet Kelted tramor (13 diwar 57 stajiad e 1948), Kembreiz peurvuiañ, o kemer perzh er c'hamp, diwar-se e raer "etrekeltiek" anezhañ. Hervez diazezourien KEAV, paneve sikour ar re-se ne vefent ket deuet a-benn da sevel tra pe dra diouzhtu goude an Eil Brezel-bed. Tud eus broioù all a vez resevet ingal.
Meur a wezh ez eus deuet skrivagnerien vrezhonek, pe evit ober kentelioù ha prezegennoù, pe evit ober ur weladenn. En derou e teuas Roperzh ar Mason (Sarzhav), Jarl Priel, ha pelloc’h Pierrette Kermoal, Pêr Denez, Goulc'han Kervella, Erwan Evenou, Kristian Brisson, Filip Oillo, Martial Ménard hag all.
Pennaennoù difiñv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Staliet e voe KEAV diwar beder bennaenn ha n'eus ket bet kemm dezho :
- Brezhoneg eo ar yezh komzet gant an holl hep en em harpañ war ar galleg. Implijet e vez yezhoù keltiek all pe reoù all diouzh ezhommoù an eskemmoù
- N'eus goprad ebet, koulz evit an deskadurezh hag an aozadur war al lec'h, ken e tlee pep stajiad kemer ur perzh e labourioù pemdeziek : naetaerezh, keginañ, leuniañ an asiedoù, derc'hel ar bar, labour melestradurel, hag all…
- Darn eus an abadennoù-noz (c'hoariva, kan, sonerezh, dañs) a vez prientet gant ar stajidi harpet gant ar gelennerien. Ar prezegennoù a vez graet evit netra dindan atebeg ar gevredigezh
- Digor eo da bep brezhoneger ha ne vez ket sellet ouzh e vennozhioù personel. Goulenn a ra an dud a ren ar gevredigezh ma vez diskouezet un doujañs gwir d'ar re all
Klokaat ha kreñvañ deskadurezh ar brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn kelc'h ar familhoù diazez e teuas muioc'h-mui a dud hag e voe o fal deskiñ brezhoneg en un doare efedus, da skouer tud enskrivet e Skol Ober pe er c'hentelioù-noz, ken ez eo deuet KEAV da vezañ ur gwir staj yezh komzet ha skrivet, kentoc'h eget ur c'hamp vakañsoù e brezhoneg. Met e teu kalz a familhoù asamblez gant o vugale atav. Rannet eo bet pemzektez ar bloavezhioù kentañ etre div sizhuniad[5], met posubl eo dont war an holl prantad.
Er bloavezioù '80 ha '90 e voe levezonet emdroadur ar skol-hañv gant diorroadur an deskadurezh vrezhonek (skolioù Diwan adalek 1977 ha skolioù divyezhek un nebeud bloavezhioù goude), pa zeue muioc'h-muiañ a vistri-skol pe danvez mistri.
Lec'hioù ar skolioù-hañv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad pell amzer e veze klasket kemmañ lec'h bep bloaz, Plonevez-Porzhe (1949), Plouenan (1950 ha 1960), Pleheneg (1951) Ploueg-ar-Mor (1952 ha 1956), Plozeved (1953 ha 1958), Porsal (1954), Kledenn-ar-C'hab (1955), Plougouloum (1957), Rostrenenn (1959). Gant an diaes ma oa deuet kavout unan a-feson (abalamour ma oad krog da zihan a lojañ ar vugale er skolioù) e voe dibabet azalek 1977 chom e skolaj Sant-Alan e Skaer. E 1990 ez eas KEAV da skol Joliot-Curie, e Skaer bepred, betek 2007.
E 2008 ne c'hellas mui KEAV derc’hel ar skol-hañv e Skaer pa ne c'halle ket ar skol eno e zegemer ken, ha dalc'het e voe an div sizhunvezh staj e skol labour-douar an Nivod, e Lopereg. Abaoe 2009 e vez graet e Lise labour-douar an Aon Kastellin, e-kreiz miz Gouhere. E 2026 e rankas Skol-hañv KEAV mont da vezañ dalc’het e Montroulez, e-barzh Lise labour-douar Sousounioù, ur c’helenndi meret asamblez gant hini Kastellin.
Skol-hañv hollvrezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Obererezh pennañ KEAV eo aozañ ar skol-hañv div sizhunvezh a vez dalc'het e miz Gouhere ha ma ne vez komzet nemet brezhoneg evit ma "soubañ er yezh" an Ouzhpenn ar c'hentelioù diwar-benn ar yezh e vez kinniget d'ar stajidi ober a bep sort traoù e brezhoneg : mont da vale, da welet brezhonegerien eus ar c'hornad m'emañ ar skol-hañv ha neuze da gontañ gante, sellet ouzh arvestoù (c'hoariva, kontadennoù ha kement zo). Kentelioù zo bremañ hag a vez kinniget evel stalioù-labour : c’hoariva brezhoneg, video, sevel podkastoù, skrivañ faltazi pe pennadoù kelaouiñ, dibunañ kontadennoù hag all.
An devezhioù-studi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad ar goañv, diouzh ar bloavezhioù, e vez aozet daou devezh-studi diwar-benn poentoù yezh ha traoù e-ser an deskadurezh vrezhonek. Meur a wezh e vezent dalc’h e savadur Amzer Nevez, e Plañvour.
Ur seurt devezhioù-studi nevez zo bet kinniget e 2026 war demoù hollekoc'h eget ar poentoù yezh. Savet eo bet asambles gant arnodva Celtic BLM Skol-veur Roazhon 2, ken e oa ar brezegennerien skolveuridi nemetken. Dalc'het e oa bet d'an 28 a viz 2026, e Langedig[6].
An dibennoù-sizhun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dibennoù-sizhun evit pleustriñ ar brezhoneg a vez kinniget d’ar familhoù bugale brezhonegerien dezho dindan an talbenn « Brezhoneg er familhoù » abaoe ar bloavezh 2017 ha dalc'het e vezont e lec'hioù dishañvel tro-ha-tro, met pep brezhoneger a c’hell kemer perzh enno.
Animatourien, kelennerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-youl-vat eo ar re a labour evit KEAV, na pa vefent kelennerien pe animatourien a bep sort, nemet ur genurzhierez hanter-amzer.
Setu un toulladig eus an niver bras a dud o deus bet kemeret perzh : deskadurezh, prezegennoù, melestradurezh…
- Stefan Alliot
- Anna ar Beg[7]
- Vefa de Bellaing[7]
- Clyde Belmont
- Herve ar Bihan
- Sylvain Botrel
- Serj ar Bozeg
- Kristian Brisson
- Loig de Châteaubriant
- Lus Chauveau
- Cédric Choplin, rener ar skol-hañv
- Ronan ar C'hoadig
- Armelle ar C'hozh
- Dominig Cotel
- Nikolaz Davalan
- Pêr Denez
- Visant Dubois
- Loeiza an Duigoù
- Klaod an Duigoù
- Ivon Gag
- Emile Granville
- Myriam Guillevic
- Rhisiart Hincks
- Ronan Hirrien
- Gwenael Huon[8]
- Tudual Huon
- Dominig Jolivet ar C'hlec'h
- Azenor Kallag
- Riwanon Kallag
- Pierrette Kermoal
- Fañch Kerrain
- Herve Kerrain
- Mark Kerrain
- Jean-Yves Lagadeg
- Ronan L'Hour
- Lena Louarn
- François Louis
- Tomaz Laquaine
- Gwenole Larvol
- Jérôme Masson
- Gwenael Maze
- Martial Menard
- Guy Peñseg
- Jean-Do Robin
- Yann Talbot
- Erwan Tranvouez
- Alan Tudored
Kelennerien nevez a vez bep bloaz, ha dibosubl eo menegiñ an holl abaoe 1948.
Kentelioù SADED e K.E.A.V. embannet gant Preder
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E deroù ar bloavezhioù 1960, pa veze darempredet KEAV gant izili SADED, a-raok ma voe savet o hini e 1968, e voe embannet kaieroù gant anv KEAV:.
- Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerion 1964, (Kentelioù ar Rummad Uhel), Gwenael Maze, Ronan Ar Glew, Erwan Gwegen, Mari Elen Maze, Goulven Pennaod, Loeiz Lemoine, Ivona Konan, 1964.
- Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerion 1965, Erwan Gwegen, Goulven Pennaod, Abennez, Olivier Loyer, 1965.
- Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerion 1966 (Kentelioù ar Rummad Uhel), Abennez, Mari Elen Maze, Gab Cherel, Ronan Jolais, Gwernegan, Yeun Gourves, Tangi Louarn, 1966.
Pennadoù gant skolidi SADED e K.E.A.V. embannet gant Preder
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Areizh 01 (K.E.A.V. 1967), Bernez An Nail, Pierrette Kermoal, Gireg Konan, Ivona Konan, Gi Kreac'h, Erwan Evenou, Yann-Fañch Furic.
- Areizh 02 (K.E.A.V. 1967), Gwernegan, Ronan Jolais, Line Bourdier, Yeun Gourves, Gwion ar Menteg.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn KEAV
- 1948 Ronan Huon : kentañ skol-hañv KEAV
- 2006 : Le Télégramme, 24/07/2006]
- Fanny Chauffin, « Mark Kerrain : labour vat a vez graet gant KEAV ». E-barzh Agence Bretagne Presse, 17 Gouere 2013. Atersadenn Mark Kerrain pa oa o kelenn e skol-hañv KEAV.
- Gil Penneg, Jean-Jacques Bihan. Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien Le Télégramme, 26 Mae 2015
- Fanny Chauffin, « Marv eo Gwen Huon, rener KEAV, mignon d’ur bern brezhonegerien ». Agence Bretagne Presse, 23 Ebrel 2021. Mortuaj Gwenael Huon, rener KEAV e-pad 30 bloavezh.
- Fanny Chauffin, "Keav : 400 den e korf div sizhun !". E-barzh Agence Bretagne Presse, 29 Gouere 2023. Skol-hañv 2023.
- J. -L. Le Floc’h, "KEAV, daou zevezh e Menez Are". E-barzh Agence Bretagne Presse, 22 Du 2021.] Rentañ-kont dibenn-sizhun ar familhoù e Boneur, 2023.
Levrlennadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pêr Denez, "Notennoù diwar-benn istor Ober". E-barzh Al Liamm, niv. 65, Du-Kerzu 1956.
- Pêr Denez, "Istor Ober : notennoù klokaat". E-barzh Al Liamm, niv. 66, Genver-C'hwevrer 1957.
- Vefa de Bellaing, "Le camp des Bretonnants". E-barzh Ar Vro, niv. 10, Mezheven 1961, p. p. 25-33.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Etre an daou vrezel e veze kaoz eus kampoù-hañv, ar muiañniver anezho evit ar grennarded hag an dud yaouank a blije kampiñ dindan teltennoù dezho.
- ↑ A-raok 1967 e veze dalc’het ar skol-hañv e miz Eost. Cf. Notenn Al Liamm, niv. 121, Meurzh-Ebrel 1967, p. 212.
- ↑ Tennet eo bet an titouroù diwar pennadoù savet gant Pêr Denez (Al Liamm, niv. 65 ha 66, 1956-57).
- ↑ Niver roet gant Vefa de Bellaing e-barzh pennad Ar Vro, e 1961.
- ↑ Teir sizhuniad zo bet aozet tro ar bloaz 2000.
- ↑ "L'association Keav a réuni 53 personnes à l'Ema". E-barzh Le Télégramme, 3 Meurzh 2026.
- 1 2 Bet renerez ha melestrourez ar skol-hañv e-pad pell.
- ↑ Bet rener ar skol-hañv e-pad pell.