Kaozeal:Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion
Neuz
Ne zlefed ket sevel an adkas "KEAV" etrezek "Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerien/ion" kentoc'h,evel "ABU" > Aozadur ar Broadoù Unanet" ? Ar stumm plaen eo...--Kadwalan 8 Eos 2011 da 13:14 (UTC)
- Heñvel eo din. Gwir eo e reer alies er mod kinniget ganit. Met amañ e c'hellfemp derc'hel KEAV dre ma vez anv alies er stumm-se ivez. Ha mirout a ra ouzhomp da zibab etre "ien" ha "ion" (nemet e vefe ur stumm ofisiel). Forzh pehini deus an diskoulmoù a vo mat din. A galon --Y-M D (kaozeal) 8 Eos 2011 da 13:26 (UTC)
- D'am soñj e vez implijet -ien er paperoù bruderezh ha -ion el lec'hienn. Souezhet e oan bet gant an anv gant -ion. Evit a sell ar stumm muiañ implijet eo ingal a-drugarez d'an adkasoù. war ma meno e vefe gwell lakaat an anv plaen da bennger, da ditl. Poellekoc'h eo. --Kadwalan 8 Eos 2011 da 13:49 (UTC)
Roll an "Animatourien, kelennerien"
[kemmañ ar vammenn]Er roll diglok-se e lenner anv Rafael Urien... souezhusat tra ! Bet eo stajiad meur a wech met biskoazh n'en deus kemeret perzh evel kelenner pe animatour ! Lubaner (kaozeal) 27 Gou 2022 da 09:57 (UTC)
- A gredan ivez. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 27 Gou 2022 da 10:01 (UTC)