Loeiza an Duigoù
Loeiza an Duigoù | |
---|---|
![]() Loeiza an Duigoù, miz Du 2021. | |
Obererezh | Rampo
13, straed ar Skav-gwrac'h |
Ganedigezh | 24 a viz Meurzh 1993 Kemperle |
Yezh skrivañ | Brezhoneg |
kemmañ ![]() |
Loeiza an Duigoù, bet ganet e Kemperle d'ar 24 a viz Meurzh 1993, zo ur skrivagnerez vrezhonek. Sekretourez bodad-lenn brezhonek Kemper eo abaoe 2022.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skoliataet e oa bet gant Diwan a-raok ober studioù e Roazhon ha mont da chom d'ar Vro Vigoudenn.[1][2] Labouret he deus e skolioù Diwan[3].
Oberiantiz lennegel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skrivañ levrioù a ra evit ar re yaouank gant Al Liamm ha Keit Vimp Bev. Kemeret he deus perzh e Priz ar Yaouankiz.[1] Tremenet he deus div sizunvezh en un annez arzel e tour-tan Roc'h Gored e Bro-Leon asambles gant Anna Duval-Guennoc, an annez kentañ graet e brezhoneg war an enezenn-se, diwar atiz Al Liamm[4]. E-kerzh ar chomadenn-se he doa skrivet Tan de’i, ur romant faltazi a gont istor krennarded o vevañ darvoudoù iskis en un ul labouradeg alumetez en XIXvet kantved. Kemeret he deus perzh e labour a-stroll izili Bodad-lenn Ti ar vro Kemper evit skrivañ al levr E koun Youenn Drezen (1899-1972), embannet gant Al Lanv ha dindan renerezh Bernez Rouz. Skrivet he deus ur pennad diwar-benn ar merc'hed en oberennoù Youenn Drezen. Meneget eo bet evit Prizioù dazont ar brezhoneg 2023 e rummad brezhoneger-ez ar bloaz.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Rampo, 2020, gant Al Liamm.
- 13, straed ar Skav-gwrac'h, 2020, gant Keit Vimp Bev.
- Oremuz, 2021, gant Keit Vimp Bev
- Ur pennad diwar-benn ar merc'hed e oberenn Youenn Drezen el levr a-stroll E koun Youenn Drezen (1899-1972), 2022, gant Al Lanv, dindan renerezh Bernez Rouz.
- Tan de’i, Al Liamm, 2023, 166 p., skeudennaouet gant Anna Duval-Guennoc.
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ 1,0 ha1,1 Erell Beloni, « 13, straed ar Skav-gwrac'h, ur romant gant Loeiza an Duigou » e France Bleu Breizh Izel, 18 a viz Du 2020. Lennet d'ar 15 a viz C'hwevrer 2022
- ↑ (fr) Une rencontre en breton avec Loeiza an Duigou, à Penn da Benn, à Quimperlé, Le Télégramme, 10 a viz Here 2021. Lennet d'ar 15 a viz C'hwevrer 2022
- ↑ (fr) Loeiza Le Duigou à l'école Diwan, Ouest France, 4 a viz Du 2016. Lennet d'ar 15 a viz C'hwevrer 2022
- ↑ (fr) Baleadenn lennegel betek tour-tan Roc'h Gored gant Anna Duval & Loeiza An Duigou, Ti ar Vro Leon, 25 a viz Meurzh 2022. Lennet d'an 30 a viz Meurzh 2022