Gwenvenez-Penfaou
Gwenvenez-Penfaou | ||
---|---|---|
Iliz katolik Sant Mikael e bourk Gwenvenez. | ||
![]() | ||
Bro istorel | Bro-Naoned - Bro Redon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Kastell-Briant-Ankiniz | |
Kanton | Gwenvenez-Penfaou (pennlec'h) | |
Kod kumun | 44067 | |
Kod post | 44290 | |
Maer Amzer gefridi | Yannick Bigaud 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Redon tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Redon hag ar Gwilen | |
Lec'hienn web | www.mairie-guemene-penfao.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 5 207 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 49 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 42 m bihanañ 2 m — brasañ 83 m | |
Gorread | 105,51 km² | |
kemmañ ![]() |
Gwenvenez-Penfaou a zo ur gumun eus Breizh e Liger-Atlantel, e reter ar vro. Ghemenë e gallaoueg.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Gwenvenez-Penfaou e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Gwenvenez-Penfaou hag e Bann Blaen. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Savenneg[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 196 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,01% eus he foblañs e 1911[3].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Emañ Gwenvenez-Penfaou e hanternoz koed ar C'havr. Div vourc'h arall a zo er barrez : Gwenouvry ha Besle.
- Warlez an Don emañ ar gumun.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwenvenez-Penfaou a zo aozet gant gerioù brezhonek : Gwenn+menez Nend eo ket souezhus rak mein al Lizien a zo gwenn. Meneget eo evit ar wezh kentañ e 853 e-barzh diellevr Redon : Winmonid. Penn+faou (ar ger-se a c'hell bout ur ger Galian ivez avat). Memestra evit Gwenouvry : Gwenn+Gouvry (un anv den an hini eo) (Uuobri=grevus).
Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emañ Gwenvenez-Penfaou e bro C'hallo, komzet e vez gallaoueg eta. Brezhoneg a zo bet komzet gwezharall avat. Muioc'h ag 20% ag an anvioù lec'h a zo brezhonek, pezh a zo kalzig evit ur barrez ken pell e Reter Breizh. Un tamm bennak gerioù brezhonek a bes evel kik (kig fall), oualë (gouelañ evit ur babig), h.a.
Breuriezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er barrez-mañ evel evit reoù arall Gwalarn Bro an Naoned e vez kavet breuriezhioù. Setu neuze ur vreuriezh bennak a Wenvenez-Penfaou: Korbalon : Sant Miliaw Kallag: Sant Melar Sarran: Sant Cloud Koednerion: Sant Haude Castres : Saint Jean Juzet: Sant Marc Gwenvenez: Sant Mikael Besle: Sant Guillaume Dastres: Sant Daniel Penfao: Sant Jorj Lezsant: Santez Anna Pusag: Sant Julian ha Sant Erwan Beix: Sant Eflamm [4] (e galleg)
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Maner "Grand Logis" (XVvet kantved),
- Kastell ar Brug (XVvet kantved),
- Kastell Juzet,
- Kastell Trenon,
- Kastell "Bois Fleury",
- Kastell Tregel (XVIIIvet kantved),
- Kastell Frigel,
- Chapel Santez Anna e Lezsant,
- Chapel Sant Jord,
- Chapel Sant Mark,
- Chapel Sant Erwan,
- Poull-Kannañ,
- Peulvanoù e Tregilli,
- Maen "la fée Carabosse",
- Ilizoù katolik: Sant Mikael e bourk Gwenvenez, Sant Pêr ha Sant Paol e Bellae, Sant Clarus e Gwennouvri.
- Monumant ar re varv.
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1995 | 2014 | Yannick Bigaud | DVD | Kuzulier-Meur |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevellerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Courcelles (Belgia), abaoe 1958.
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]