North American Free Trade Agreement

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Logo an NAFTA

North American Free Trade Agreement berraet e NAFTA a vez graet eus ur feur-emglev ekonomikel etre Stadoù-Unanet Amerika, Meksik ( spagnoleg: Tratado de Libre Comercio de América del Norte, TLCAN) ha Kanada (Galleg: Accord de libre-échange nord-américain, ALÉNA) o krouiñ ur bloc'had etre tiriadoù an tri vro evit kaout eskemmoù ekonomikel aesaet. Ar feur-emglev a voe enaouet d'ar 1añ a viz Genver 1994. Kemer a reas plas ar Canada–United States Free Trade Agreement, ur feur-emglev ekonomikel etre SUA ha Kanada (7 a viz Here 1987).

Ouzhpennadurioù a zo bet d'an NAFTA: an North American Agreement on Environmental Cooperation (NAAEC) hag an North American Agreement on Labor Cooperation (NAALC).

8 aviz Kerzu 1993, Bill Clinton o reiñ meul da sinadeg an NAFTA

Emsavadeg Zapatistat evel respont d'an NAFTA e Chiapas[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An EZLN en devoa bet diskleriet brezel d'ar stad meksikan d'ar 1añ a viz Genver 1994, devezh enaouadenn an NAFTA er Meksik. Ar pal a oa difenn ar mennad 27 e bonreizh Meksik o tifenn da werzhañ pe broadelaat douaroù ar gumuniezhoù indian dre ar vro hag a voe roet lamm dezhañ dre an NAFTA.

Kudennoù endro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar Sierra Club, an NAFTA en ur reiñ lusk da eskemmoù bras dreist-holl da geñver an ezhporzhiadurioù madoù al labour-douar savet aratozh evit-se a roio un implij uheloc'h a zanvezioù diazez (eoul-maen..) kement ha produioù kimiek hag an ODG. An NAFTA en deus degaset saotradur ouzhpenn, evel e Mec'hiko gant meingleuzioù saotrus.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.