Queens
Gant ar ger Queens e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Queens (disheñvelout).
Queens (distagadur: [kwiːnz]) a zo unan eus ar pemp borough (ranngêr velestradurel) a ya d'ober kêr New York er Stadoù-Unanet. An hini brasañ eo hag an eil pobletañ. War-dro 2.275 milion a dud a oa o vevañ eno e 2012.