James Abram Garfield

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
James A. Garfield
James Abram Garfield
Niv urzh 20vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika
Kefridi 4 a viz Meurzh 1881 - 19 a viz Gwengolo 1881
Deiziad ha
lec'h genel
19 a viz Du 1831

e Orange, Ohio

Deiziad ha
lec'h mervel
19 a viz Gwengolo 1881 (d'e 49 vloaz)

e Long Branch, New-Jersey

Micher Kelenner
Strollad politikel Strollad Republikan
Besprezidant Chester A. Arthur

Roll ar vesprezidanted
Drouglazh ar prezidant Garfield, engravadur gant Berghaus hag Upham embannet en Illustrated Newspaper d'ar 16 a viz Gouere 1881.

James Abram Garfield, (19 a viz Du 1831 - 19 a viz Gwengolo 1881) a zo bet ugentvet prezidant Stadoù-Unanet Amerika. Dilennet e voe d'an 2 a viz Du 1880 evit ur respetad adal ar 4 a viz Meurzh 1881 met drouglazhet e voe un nebeud mizioù goude.

Buhez[kemmañ]

Ganet e voe James Garfield d'an 19 a viz Du 1831 en Orange, en Ohio. Goude e studioù eil-derez ez eas d'ar Williams College da Williamston, e stad Massachusetts, ma tiskouezas bezañ ur studier donezonet-kaer en holl ziskiblezhioù nemet e kimiezh. Tapout a reas e desteni-studi d'e 25 bloaz ha kregiñ gant ar vicher kelenner war al lizhiri klasel. Gallout a rae implijout e zorn kleiz kenkoulz hag e zorn dehou, ha war a lavarer e oa gouest da skrivañ latin gant an eil dorn ha gresianeg gant egile war un dro.

Aet skuizh gant ar vuhez skolveuriad e krogas gant studioù war ar gwir. Degemeret e voe er vreutaouriezh d'e 29 vloaz. Da neuze e oa bet dilennet da Sened e stad had un ezel gredus eus ar Strollad Republikan e oa. Frañmason e oa.[1]

N'eo ket war dachenn ar gwir hepken e oa donezonet, met ivez war dachenn ar matematik : gantañ e voe savet ur brouadenn eus teorem Pythagoras[2][3].

Notennoù ha daveoù[kemmañ]

  1. (en) James Abram Garfield , 20th. Raised 11/22/1864, Magnolia Lodge No. 20, Ohio. Grand Lodge of British Columbia and Yukon A.F. & A. M.
  2. Embannet en ur gazetenn matematik sizhuniek : James A Garfield (1976), The New England Journal of Education, 3, p. 161 evel m'eo meneget e-barzh William Dunham (1997). The mathematical universe: An alphabetical journey through the great proofs, problems, and personalities. Wiley, 96. ISBN 0471176613.  hag e A calendar of mathematical dates: April 1, 1876 gant V. Frederick Rickey
  3. Fiñvskeudenn Prof. David Lantz eus e lec'hienn prouadennoù gant fiñvskeudennoù


Flag of the United States.svg Kronologiezh Prezidanted ar Stadoù-Unanet abaoe 1789
(gwelet ivez : Istor - Stadoù-Unanet Amerika - Ti Gwenn)
Great Seal of the United States (obverse).svg

1789 : Washington
1797 : J. Adams
1801 : Jefferson
1809 : Madison
1817 : Monroe
1825 : J. Q. Adams
1829 : Jackson
1837 : Van Buren
1841 : W. H. Harrison

1841 : Tyler
1845 : Polk
1849 : Taylor
1850 : Fillmore
1853 : Pierce
1857 : Buchanan
1861 : Lincoln
1865 : A. Johnson
1869 : Grant

1877 : Hayes
1881 : Garfield
1881 : Arthur
1885 : Cleveland
1889 : B. Harrison
1893 : Cleveland
1897 : McKinley
1901 : T. Roosevelt
1909 : Taft

1913 : Wilson
1921 : Harding
1923 : Coolidge
1929 : Hoover
1933 : F. D. Roosevelt
1945 : Truman
1953 : Eisenhower
1961 : Kennedy
1963 : L. B. Johnson

1969 : Nixon
1974 : Ford
1977 : Carter
1981 : Reagan
1989 : G. H. W. Bush
1993 : Clinton
2001 : G. W. Bush
2009 : Obama