19 Gwengolo
Neuz
(Adkaset eus 19 a viz Gwengolo)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1356 : Emgann Poitiers etre armeoù Bro-Saoz ha Bro-C'hall.
- 1793 : emgann e Beuzid-Klison etre ar Republikaned ha ar Vandeidi.
- 1893 : e Zeland Nevez e roer ar gwir da votiñ d’ar merc’hed.
- 1930 : korventenn e Breizh: 27 bag kollet, mervel a ra 203 fesketour eus Groe, An Intel, Pleheneg, Porzh-Loeiz, Konk-Kerne ha Douarnenez abalamour d'ar gorventenn, ha lezel a reont 127 intañvez ha 193 emzivad war o lerc'h[1].
- 1944 : dieubidigezh Brest : aloubet eo bet ar gêr gant an 8vet arme amerikan.
- 1949 : kimiadiñ a ra Jean-Yves Le Toumelin diouzh ar Groazig (Liger-Atlantel) evit ober tro ar bed war e vag-dre-lien "Kurun".
- 1977 : digoret ez eus teir skol-vamm vrezhonek gant Diwan e Gwitalmeze, Kemper ha Plouneour-Menez.
- 1991 : en Alpoù, e Tirol ar Su, ez eus kavet korf un den marv ouzhpenn 500 vloaz zo, lesanvet Ötzi.
- 2006 : Taol-stad an arme e Thailand.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1551 : Herri III, roue Bro-C'hall.
- 1754 : Joseph Fouché, politikour, ministr an Diabarzh e prantad kentañ an Impalaeriezh c'hall kentañ.
- 1799 : René Caillié, ergerzher gall.
- 1866 : Marguerite Deval, kanourez hag aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall.
- 1903 : Émile Poilvé, gourener breizhat ha kampion olimpek e Berlin e 1936.
- 1909 : Vefa de Bellaing, bet ganet Geneviève (Jenovefa e brezhoneg) Charbonnier de Sireuil, songarourez, emsaverez yezh ha sevenadur Breizh ha barzhez.
- 1911 : William Golding, skrivagner saoznek, tapet gantañ Priz Nobel al lennegezh.
- 1926 : Masatoshi Koshiba, fizikour japanat, Priz Nobel ar Fizik e 2002.
- 1934 : Brian Epstein, gwazour arzel hag alier ar strollad The Beatles adalek 1961 betek e varv.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1710 : Ole Rømer steredoniour danat.
- 1797 : Lazare Hoche, jeneral da vare an Dispac'h gall.
- 1843 : Gaspard-Gustave Coriolis, skiantour gall.
- 1881 : James Abram Garfield, 20vet Prezidant ar Stadoù Unanet.
- 1985 : Italo Calvino, skrivagner italian.
- 2010 : José Antonio Labordeta, kaner, skrivagner ha politikour aragonat.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Devezh ar vro e Saint Kitts ha Nevis.
- Iliz katolik roman
- Sant Genver, eskob Benevento (Italia), merzher ha gwarezer Kêr-Napoli († 305).
- Sant Teodor, arc'heskob Kêrgent (Canterbury) († 690)
- Sant Sezni eskob-abad e Bro-Iwerzhon, enoret e meur a lec'h e Breizh († 7vet kantved)
- Emziskouezadenn ar Werc'hez Vari er Saletta (Italia) e 1846
hervez an iliz katolik