Sezni
Sezni a oa un eskob hag abad en Iwerzhon. Ganet e oa bet eno, er bloaz 402, a lavarer. Hervez ar vojenn, Sezni a gemeras hent Rom ; eno en en gavas gant sant Padrig hag e voe graet eskob gant ar pab. Sezni ha Padrig, distroet da Iwerzhon, en em lakaas, pep hini eus e du, da brezeg an aviel er vro a oa digristen en amzer-se. Hervez ar vojenn atav, Sezni a dreuzas ar mor hag a zouaras el lec'h m'emañ bremañ Kerlouan. Eno en em gavas gant ur manac'h all, Brewalaer, hag e savas ur peniti, anvet peneti sant Sezni. Goude-se e savas ur manati bihan evitañ hag evit e ziskibled pelloc'h, el lec'h anvet hiziv Gwiseni. Eno e varvas, er VIIvet kantved, d'an oad a 127 vloaz !
D'an 19 a viz Gwengolo emañ gouel sant Sezni.
Lec'hanvadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Enoret eo ar sant-se e meur a lec'h e Breizh.
- Graet e veze un droveni en e enor e Gwiseni.
- E anv a gaver ivez en anv parrez Trezeni, e Bro-Dreger.
- Parrez Sithney e Kernev-Veur, a zoug e anv. Eno e veze pedet evit pareañ diouzh kleñved ar chas konnaret.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doble, G. H. (1962) The Saints of Cornwall: part 2. Truro: Dean and Chapter; pp. 3-14
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "La vie de Saint Sezni", in La vie des saints de la Bretagne Armorique, gant Albert Le Grand
- St. Patrick Catholic Church - Saints of August 4