Troveni
Troveni a reer eus ur brosesion pe eus un doare pirc’hirinaj a reer en-dro d’ur barrez, e lec’hioù zo e Breizh, evit enoriñ sant ar barrez. Dont a ra ar ger troveni moarvat eus tro-vinic'hi, da lavaret eo tro ar vinic'hi, tro lec'h ar venec'h[1]. Komprenet e veze anv an droveni e Lokorn gant ar vrezhonegerien evel tro ar menez, o vezañ ma veze graet e-kichen menez Lokorn[2].
Trovenioù Lokorn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An droveni anavezetañ e Breizh eo hini Lokorn, e Bro-Gerne. Eno e vez graet an Droveni vras bep c’hwec’h vloaz etre an eil hag an trede sulvezh a viz Gouere, a-hed 12 km, hag an Droveni vihan, a-hed 6 km hepken, er bloavezhioù all, d'an eil sulvezh a viz Gouere. Ret eo ober teir gwezh tro minic'hi sant Ronan oc'h heuliañ pizh an hent a veze kemeret gant ar sant a-hervez[3]. Lod eus an dud a rae ar pirc'hirinaj en o-unan hag a-wezhioù diouzh an noz[4].
Adalek an XIIved kantved e oa deuet an droveni vras da vezañ unan eus gouelioù relijiel brasañ Breizh. Dont a reas Sant Erwan betek eno ha diwezhatoc'h e teue an duged o-unan alies[5]. Troveni Lokorn a oa unan eus ar pirc'hirinajoù a oa ret ober ur wezh d'an nebeutañ er vuhez hervez kredennoù ar bobl. Krediñ a raed e veze graet gant an anaon n'o devoa ket graet an droveni en bev[6]. Hervez kredennoù zo ne dalvez netra ar pirc'hirinaj ma tro ar pirc'hirin e benn war an hent, ha pa vefe ur wezh[7]. Hervez A. ar Bras, an droveni zo ur pardon mut, e lec'h ma ne gaozeer ket[8].
Studiet eo bet trovenioù Lokorn gant Donatien Laurent. En enor da sant Ronan e vez graet an droveni gant ar Gristenien, a-hed harzoù domani kozh ar manac’h santel, abaoe ar Grennamzer. Hogen traoù zo, evel an niver a arsavioù (12) pe mareadegezh an droveni vras (bep 6 vloaz) a laka Donatien Laurent da lavaret e savje al lid-se d’ur mare rakkristen hag e vije ennañ roudoù eus an deiziadur keltiek kozh.
Troveni Plabenneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E parrez Plabenneg e veze lidet troveni sant Tenenan an trede sulvezh eus miz Gouere, devezh pardon sant Tenenan.
Troveni Plabenneg n'eo ket bet lidet ken a-vareadoù, da gentañ da goulz an Dispac'h gall, ha goude 1823 war a seblant diouzh testeni an abad Gwilhem Le Jeune (1844-1917), genidig eus Plabenneg ha kure ar barrez etre 1879 ha 1892, el levr skrivet gantañ, Buhez Sant Tenenan hag histor Plabennec (1918) : "Dalc'het e oa an hini diwezhañ e 1823 da geñver "Gouel Maria ar Rosera". Roet e oa lañs en-dro d'an droveni e deroù an XXvet kantved, mes gant un hentad berroc'h, ne'z ae ket ken betek chapell Leskelenn a oa kouezhet en he foull, hag aet e oa da get e-kreiz ar bloavezhioù 1950[9]. Lidet eo bet an droveni a-nevez e 2008[10] hag e 2009[11]. 11 kilometr hed eo[12].
Gwezhall, an deiz kent ar pardon, ez ae Plabennegiz d'an iliz da ganañ gousperoù en enor da sant Tenenan. Antronoz vintin, da c'houloù deiz, e tistroent eno evit an oferenn gentañ. Goude se e kroge ar gloer hag ar fideled gant an droveni. Edo gwazed ha merc'hed en o dilhad kaerañ. Ar baotred yaouank a oa o vont da zimeziñ pe a oa nevez distroet diouzh o c'hoñje a zouge bannieloù ha kroazioù ar barrez. Hed-ha-hed an hent da Leskelenn, ma oa gwezhall peniti sant Tenenan, e c'home ar birc'hirined a-sav dirak ar c'hroazioù a oa war o hent evit pediñ. Kanañ a raent ivez letanioù ha kantik sant Tenenan : "Sant Tenenan, hor sant Patron, dalc'hit ar feiz enn hor c'halon..."[13].
Loc'hañ a ra an droveni eus an iliz parrez, tremen a rae dre Groaz Prenn ha dre Sant-Roc'h, ha mont (un tamm a-raok l'Ile-Leskelenn) betek Leskelenn, ma oa gwezhall peniti sant Tenenan. Degouezhet e chapell Intron-Varia Leskelenn, savet el lec'h ma a bet peniti kozh sant Tenenan, e pede hag e kane ar barrezidi a-raok mont en dro dre Traoñ Bras ha chapell Santez Anna Lanorvenn etrezek iliz ar vourc'h ma lidet, war dro 10 eur 30, oferenn vras ar pardon[14].
Trovenioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trovenioù all a vez graet e Breizh-Izel :
- Troveni Gouenoù (sant Gouenoù), da vare Yaou-Bask[15],
- Tro ar relegoù e Landelo (sant Telo), da vare ar sul-gwenn[16],
- Tro sant Sane e Plouzane (sant Sane), da vare ar sul-gwenn,
- al Lev Dro e Boulvriag (sant Briag).
- Troveni Plabenneg (sant Tenenan)
Re all, zo aet da get bremañ, a veze graet e lec’hioù all ivez : e Lokenole, e Landerne, e Gwiseni, e Goulc'hen, e parrez Lokmaria e Kemper...
- Prosesion sant Konogan e-tal Landerne, a veze da-geñver an trede sul a viz Mae[17],
- Tro sant Sezni e Gwiseni
- Troveni Lokmaria-Kemper a rae tro ar menez Fruji, devezh Gouel ar Sakramant.
- Troveni Argol[18]
Evit doare e vije deut ar boaz d'ober trovenioù anezhe diwar skouer Trovenioù Lokorn, dindan levezon beleien eskopti Kemper. Evel ma weler uheloc'h e vez disheñvel o anvioù alies e lec'h ma vezont lidet.
Un dra heverk gant an trovenioù-se eo e vezont graet, n’eo ket da vare gouel ar sant enoret er barrez, met d’ur mare resis a vez bep bloaz, hervez ar parrezioù, etre Yaou Bask hag ar Pantekost ; n’eus nemet hini Lokorn a vez graet e miz Gouere.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne, Au pays des pardons, dastumad Bouquins, Robert Laffond, Pariz, 1996, p. 1075
- ↑ Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne, dastumad bouquins, Robert Laffond, Pariz 1996 p 1075
- ↑ Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne, dastumad bouquins, Robert Laffond, Pariz 1996 p 324 ha 1075
- ↑ Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne, dastumad bouquins, Robert Laffond, Pariz 1996 p 324 ha 1075
- ↑ Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne, dastumad bouquins, Robert Laffond, Pariz 1996 p 1074
- ↑ Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne, dastumad bouquins, Robert Laffond, Pariz 1996 p 324
- ↑ Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne, dastumad bouquins, Robert Laffond, Pariz 1996 p 324
- ↑ Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne, dastumad bouquins, Robert Laffond, Pariz 1996 p 1080
- ↑ L'Eglise en pays de Brest, "L'ensemble paroissial Les Vallons de l'Aber Benoît"
- ↑ "Paroisse : pardon-de-saint-Thenenan" ouest-France
- ↑ [1]
- ↑ "Troménie de Saint-Thénénan"
- ↑ L'Eglise en pays de Brest, "L'ensemble paroissial Les Vallons de l'Aber Benoît"
- ↑ "Paroisse : pardon-de-saint-Thenenan" ouest-France
- ↑ La troménie de Gouesnou. Contribution à l'étude des minihis en Bretagne, Bernard Tanguy, Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest, 1984, Numéro 91-1, pp. 9-25
- ↑ Tro ar Relegoù e Landelo, Le Poher 07/05/2008
- ↑ Chanoine Paul Peyron, Pèlerinages, Troménies, Processions votives au diocèse de Quimper, Comptes-rendus, procès-verbaux, mémoires… de l'Association bretonne, Agriculture, Archéologie, 1912, p. 287
- ↑ La troménie d'Argol, J.-J. Kerdreux, Avel Gornog niv. 25, 2016
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bretagne.com, Troménie, lodenn 1
- Bretagne.com, Troménie, lodenn 2
- Lec'hienn kumun Lokorn
- Les minihys, R. Largillière - Mémoires de la Société d'histoire et d'archéologie de Bretagne
- Les troménies bretonnes. Un mode d'anthropisation de l'espace à l'examen des processions giratoires françaises et belges, Joël Hascoët, tezenn, 2010
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Anatol ar Braz, Au pays des pardons
- Anatol ar Braz, La légende de la mort chez les Bretons armoricains
- Donatien Laurent, La troménie de Locronan : Rite, espace et temps sacré, in Saint Ronan et la Troménie : Actes du colloque international, 28-30 avril 1989, Brest & Lokorn : CRBC & Abardaezioù Lokorn, 1995, pp.12-57.
- Donatien Laurent ha Michel Treguer, La Nuit celtique, Terre de Brumes & PUF, Roazhon, 1996.
- Joël Hascoët, La Troménie de Landeleau, Kan an Douar, Landelo, 2002.
- Gilles Baudry & Job an Irien, Il était une fois le tro ar relegou ou la troménie de Landeleau, emb. gant Minihi-Levenez, Trelevenez 2003, 66 p.
- Saint Ronan et la troménie, aktaoù kollok 1989, kenembannet gant CRBC hag Abardaezioù Lokorn, 1995, 292 p.
- La troménie de Gouesnou : Une singulière procession accélérée, gant M.H. Arzur hag Y. Labbé, ArMen 1998, n°94, pp. 32-40.
- Tro-minic'hi Sant Goueznou, pennad gant Yann ar Gall (Ab Sulio), e-barzh An Oaled niv. 39, pp. 327-331, 1932