Gouenoù (kumun)
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Ur pennad Gouenoù zo ivez.

Gouenoù | ||
---|---|---|
Ar maerdi. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Gouesnou | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Brest | |
Kanton | Brest-An Ermitaj-Gouenoù (betek 2015) Brest-4 (abaoe 2015) | |
Kod kumun | 29061 | |
Kod post | 29850 | |
Maer Amzer gefridi | Stéphane Roudaut 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Brest Meurgêr ar Mor | |
Bro velestradurel | Bro Brest | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 6 166 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 510 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 58 m — brasañ 103 m | |
Gorread | 12,08 km² | |
kemmañ ![]() |
Gouenoù a zo ur gumun eus Bro Leon, e Kanton Brest-4, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Baptiste-François Le Sénéchal e anv, hag ur c'hure, Jean Goachet[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- d'ar 7 a viz Eost 1944, 42 zen nann-soudard a voe lazhet gant soudarded alaman e Pengereg;
- d'ar 7 a viz Eost 1944 e kouezhas ur c'harr-nij P-47D-16-RE (marilhet 42-76597 ha kodet G8-?, 362th BG, 378th BS) eus aerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces) e Gouenoù; e leviour a voe lazhet[3].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Gouenoù.
- Ar feunteun.
- Monumant ar soudarded SUAat marvet e miz Eost 1944.
- Monumant lazhadeg Pengereg.
- E Gouenoù e vez lidet un droveni en enor da sant ar barrez, sant Gouenoù, bep bloaz, da vare Yaou Bask.
Bezioù ar C'hommonwealth e bered Gouenoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
5 [4][5] |
Hollad | 5 |
Karrnijourion e oant holl. Marvet int e 1943, e-pad an Eil Brezel Bed[6][7]. Pevar anezhe a varvas pa gouezhas o c'harr-nij (Mitchell marilhet FL216 ha kodet VO-?) etre Plabenneg ha Gwipavaz d'ar 24 a viz Even 1943, an hini all d'an 3 a viz Eost 1943, pa gouezhas e garr-nij (Typhoon Ib marilhet JP399 ha kodet ZH-?) e Plabenneg[8].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E Gouenoù emañ eien ar Penfell.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol [9].
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 17 a viz Kerzu 2009 e oa bet votet live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 8 a viz Meurzh 2010 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 2004.
- E distro-skol 2019 e oa 84 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (11,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)<ref>Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019
- Ur vagouri divyezhek a zo ivez evit degemer ar vugale a-raok ar skol.
- Ar vagouri "Dorn ha Dorn" he deus sinet Live 2 karta Divskouarn.
Darempredoù etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Aberhonddu | 1988 |
![]() |
Reichstett | 1995 |
Kevelouri[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Bossofala | 2005 |
Lec'hiennoù internet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 41
- ↑ Pertes USAAF Finistère
- ↑ Aerlu:5
- ↑ Milourien eus broioù arall ag ar C'hommonwealth en Aerlu eus ar Rouantelezh-Unanet:
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ South African War Graves
- ↑ Pertes R.A.F Finistère
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 264, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936