Brest Meurgêr
(Adkaset eus Brest Meurgêr ar Mor)
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
Brest Meurgêr | |
---|---|
![]() | |
![]() | |
Anv gallek (ofisiel) | Brest Métropole |
Melestradurezh | |
Stad | ![]() |
Rannvro | Rannvro Breizh |
Departamant(où) | Penn-ar-Bed |
Bro velestradurel | Bro Brest |
Stumm | meurgêr |
Sez | Brest |
Deiziad krouidigezh | 24 Mae 1973 |
Kod RAKEM | 242900314 |
Prezidant Amzer gefridi | François Cuillandre 2014-2020 |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 207 726 ann. (2014)[1] |
Stankter | 951 ann./km² |
Douaroniezh | |
Niver kumunioù | 8 |
Gorread | 218,37 km² |
Lec'hiadur en departamant | |
Lec'hienn web | https://www.brest.fr/ |
kemmañ ![]() |
Brest Meurgêr a zo anezhi ur veurgêr eus Frañs, e departamant Penn-ar-Bed, e Breizh. Krouet e vez ar gumuniezh kêr e 1973. E anv kentañ a oa « Kumuniezh-kêr Brest » (Communauté Urbaine de Brest - CUB). Cheñchet e oa bet e anv da « vBrest Meurgêr ar Mor » e 2004. Treuzfurmet e oa bet en ur veurgêr d'ar 1añ a viz Genver 2015. Un darn eus Bro Brest eo.
Taolenn
Kumunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brest Meurgêr ar Mor a ya 8 kumun d'ober anezhi:
Prezidant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Genver 1974 - Mae 1977 : Georges Lombard (PDM)
- Mae 1977 - Here 1981 : Joseph Gourmelon
- Here 1981 - Mezheven 1982 : Francis Le Blé (PS)
- Gouhere 1982 - Mae 1983 : Pierre Maille (PS)
- Mezheven 1983 - Mae 1989 : Georges Lombard (PDM)
- Mae 1989 - Ebrel 2001 : Pierre Maille (PS)
- Abaoe 2001 (addilennet e 2008 ha 2014) : François Cuillandre (PS)
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 16 a viz Mezheven 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Brest Meurgêr ar Mor.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E distro-skol 2017 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 1693 skoliad (6,7 % eus skolidi ar gumuniezh evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].
Tachennoù barregezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brest Meurgêr ar Mor he deus ar varregezh war an treuzdougerezh ha meret eo ar rouedad bus ha tramgarr Bibus ganti.
- Korvoer ar rouedad Bibus eo Keolis.
- Lojeiz
- Diwan ekonomikel, sokial ha sevenadurel
Liammoù etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Keveleriñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Strollegezh | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Qingdao | 2006 |
![]() |
Haiphong | 2007 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (br) Lec'hienn ofisiel