Ar Releg-Kerhuon
Ar Releg-Kerhuon | ||
---|---|---|
![]() Ar Releg gwelet eus Plougastell. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Le Relecq-Kerhuon | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Brest | |
Kanton | Gwipavaz | |
Kod kumun | 29235 | |
Kod post | 29480 | |
Maer Amzer gefridi | Laurent Péron 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Brest Meurgêr ar Mor | |
Bro velestradurel | Bro Brest | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 11 710 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 821 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 145 m | |
Gorread | 6,43 km² | |
kemmañ ![]() |
Ar Releg-Kerhuon a zo ur gumun eus Breizh e Bro-Leon hag e departamant Penn-ar-Bed. A-wechoùigoù e vez graet gant an anv "Kerc'horr" evit ober anv eus ar gumun, gant tud eus an diavaez, met e gwirionez ez eo Kerc'horr ur rannig hepken eus ar gumun, hag evel ma oant pesketaerien e oant brudet en diavaez eus ar gumun.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D’an 2 a viz Gwengolo 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Er Releg emañ ar skolaj kentañ zo bet digoret gant Diwan. E Gwengolo 2012 e oa 172 skolajiad ennañ (23,6% eus skolajidi ar gumun)[2].
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet 375 skoliad e Diwan hag klasoù divyezhek publik ar gumun (10,9 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1869: krouet ar barrez distag diouzh parrez katolik Gwipavaz.
- 1885: skoet e voe an dud gant ar c'holera.
- 1896: krouet ar gumun diwar ul lodenn eus hini Gwipavaz.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel-bed kentañ: fuzuilhet e voe ur milour bet ganet er gumun gant al lu gall d'ar 5 a viz Ebrel 1915.
- Eil Brezel-bed: d'ar 5 a viz Gouere 1941 e kouezhas un nijerez Whitley marilhet V Z6741 R1442 ha kodet MH-? eus ar 51st Squadron eus ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) er Releg-Kerhuon; lazhet e voe he fevar nijour, douaret int e Bered Kerfaotraz e Brest, ne voe ket kavet ar re all[4].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Itron Varia ar Releg (1895-1898) - Delwenn Itron Varia ar Releg (17vet kantved).
- Maner ha Chapel Losulien (16vet kantved).
- Kalvar Pennarstread (1661).
- Pont-meur an hent-houarn e Kerhuon (1863-1865).
- Pont Albert-Louppe savet e 1925-1930.
- Pont an Hirwazh.
- Ur c'houblad delwennoù kouerien leonat gant René Quillivic e penn ar pont Albert-Louppe (1930).
Maner Lossulian[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez ar stêr Elorn emañ ar Releg-Kerhuon.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Rosalie Léon, ur vatezh aet da zimeziñ gant ur priñs rusian (1832-1886).
- François Penvern, soudard en 3 Rujumant Troadegiezh,fuzuilhet gant al lu gall e-doug ar Brezel-bed kentañ d'ar 5 a viz Ebrel 1915, en ul lec'h anvet "Le Rendez-vous de Chasse" e Koad Hesse en Aubréville, er Meuse (Bro-C'hall)[5].
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Bosvenegh | 1979 |