François Cuillandre
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | François Cuillandre |
| Anv-bihan | François |
| Anv-familh | Cuillandre |
| Deiziad ganedigezh | 5 C'hwe 1955 |
| Lec'h ganedigezh | Brest |
| Yezh vamm | galleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | politiker, cadres de la fonction publique, politiker |
| Bet war ar studi e | Institut d'études politiques de Paris, skol-veur Breizh-Izel |
| Lec'h labour | Pariz |
| Strollad politikel | Strollad sokialour |

François Cuillandre, ganet e Konk-Leon d'ar 5 a viz C'hwevrer 1955, a zo ur politikour eus Breizh. Maer Brest eo adalek 2001. Studioù war ar gwir en deus graet ha bet eo e "Sciences Po" e Pariz. Ezel eo eus ar Strollad Sokialour Gall.
Kelenner war ar gwir eo bet e Skol-veur Breizh-Izel ha labouret en deus ivez gant Loeiz ar Peñseg. Dilennet e oa bet e kuzul ti-kêr Brest e 1989 hag e 1995, war listenn an tu-kleiz renet gant Pierre Maille. Kannad eo bet er parlamant e Pariz, evit Penn-ar-Bed etre 1997 ha 2002. Kollet en doa dilennadegoù an deputeed, e 2002, a-enep da Marguerite Lamour (UMP), maerez Gwitalmeze. Ha koll a reas un eil gwech e dilennadegoù 2007 a-enep d'ar memes den.
Deuet e oa da vezañ maer Brest e 2001. Prezidant Brest Meurgêr ar Mor eo ivez.
