Donatien Laurent
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Donatien Laurent |
Anv ganedigezh | Donatien Raymond Marie Laurent |
Anv-bihan | Donatien, Raymond, Marie |
Anv-familh | Laurent |
Deiziad ganedigezh | 27 Gwe 1935 |
Lec'h ganedigezh | Belfort |
Deiziad ar marv | 24 Meu 2020 |
Lec'h ar marv | Brest |
Tad | Pierre Laurent |
Breur pe c'hoar | Loeiz Laurent, Tanguy Laurent, c'hoar |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, brezhoneg |
Micher | yezhoniour, ethnomusicologist, ethnologist |
Tachenn labour | brezhoneg |
Implijer | Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek |
Karg | rener |
Bet war ar studi e | Paris Descartes University, skol-veur Breizh-Izel |
Diplom skol-veur | doktorelezh e Frañs |
Rener tezenn | André Leroi-Gourhan |
Danvez-doktor | Yves Guilcher |
Benveg sonerezh | binioù |
Diellaouet gant | Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek |
Ezel eus | Bagad Bleimor |
Prizioù resevet | Urzh an Erminig |
Donatien Laurent a zo un etnologour, ur yezhoniour hag ur sonaozour breizhat, bet ganet e Belfort (Bro-C'hall) d'ar 27 a viz Gwengolo 1935 ha marvet d'ar 25 a viz Meurzh 2020[1]. Labourioù enklask en graet diwar-benn ar c'hanaouennoù hengounel e brezhoneg ha war ar mojennouriezh keltiek. A wezhoù e vez graet Donasian Laorañs eus outañ.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus Penn-ar-Bed e oa e dad hag e vamm, ur vuzisianez, a oa bet ganet e Bro-Naoned. Ur stourmer evit ar brezhoneg e oa ivez e dad Pierre Laurent.
Pa oa ur c'hrennard o chom e Pariz gant e familh en deus dizoloet Breizh hag ar mor e ti-vakañsoù e dud e Konk-Leon. Gant e dad en deus darempredet kreizenn sevenadurel Ker-Vreizh hag eno en deus heuliet kentelioù brezhoneg. Desket en deus seniñ ar binioù bras gant ar Bagad Bleimor, adal 1949, ha eo aet da vezañ ar penn-soner. Gant Herri Leon (lesanvet La Pie, i. e. Ar Big), soner ken ampart hag-eñ e ya da Enez Skye, e Bro-Skos, e 1956, evit ober studioù uhel war ar binioù bras. Ar testeni kentañ a voe bet roet dezho. Ur reveulzi war an doare mestroniañ ar binioù bras a degasjont pa oent deuet en-dro, ken e voe cheu e-barzh Bodadeg ar Sonerion. Pa voe krouet ur skol sonerezh, Scolaich Beg an Treis, e Porspoder ec'h aozas pezhioù-sonerezh evit ar biniou bras.
E-pad an hañv 1956 e reas enrolladennoù un nebeud tud brezhoneger e Konk Leon, met, e 1957, e oe lavaret dezhañ ne c'hello heuliañ studioù er skolioù-meur ebet pa oa bet nammet diwar un gwallzarvoud [2]. Heuliañ a reas kentelioù frank an aotreegezh war an etnologouriezh e SKol-Veur Pariz-La Sorbonne. Pelloc'h e kejas gant Jean-Michel Guilcher a anavezas evel e vestr skouer pa krogas gant enklaskoù war an dachenn.
Enklaskoù war ar c'hanaouennoù hag ar brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe André Leroi-Gourhan, pennkelenner an aotreegezh, hemañ a ginnigas da z-Donatien Laurent kemer perzh en enklask war an dachenn a voe e Plozeved e 1959.
Dalc'het en deus Donatien Laurent ul labour a-bouez diwar-benn al lennegezh dre gomz, o tastum ha studiañ gwerzioù ; brudet eo evit bezañ bet fiziet ennañ karnedoù Kervarker. Rener enklaskoù er C.N.R.S. e Pariz (Centre National de la Recherche Scientifique pe Greizenn Vroadel an Imbourc'h Skiantel) e oa. Rener ar Greizenn enklask diwar-benn Breizh hag ar broioù keltiek e Skol-Veur Brest e oa bet e-pad 12 bloavezh.
Aet e oa bet kolier an Erminig gantañ e 2010.
D'ul liorzhig e Lokorn eo bet roet anv Donatien Laurent[3].
Embannadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- La Gwerz de Louis Le Ravallec, Arts et traditions populaires niv. 1, 1967, p. 19-79.
- La Gwerz de Skolvan et la légende de Merlin, Ethnologie française niv. 3-4, 1971, p. 19-54.
- La déesse celtique du Menez-Hom — La déesse Brigitte et le culte de sainte Brigitte d’Irlande en Bretagne et dans les pays celtiques, Bulletin de la Société archéologique du Finistère niv. XCVII, 1971, p. 102-107.
- Aux origines du “Barzaz-Breiz” : les premières collectes de La Villemarqué (1833-1840), Bulletin de la Société archéologique du Finistère niv. CII, 1974, p. 173-221.
- Autour du Barzaz-Breiz : “Ar Falc’hon”, le faucon. Texte inventé ou chant recueilli ?, Bulletin de la Société archéologique du Finistère niv. CV, 1977, p. 333-349.
- Aymar de Blois (1760-1852) et les premières collectes de chants populaires bretons, Les Cahiers de l’Iroise, janvier-mars 1977, p. 1-8.
- Chant historique français et tradition orale bretonne, Autour de l’œuvre de Patrice Coirault, FAMDT, 1994, p. 64-83.
- Avant-Propos, La Bretagne et la Littérature orale en Europe, Centre de Recherche Bretonne et Celtique, 1999, p. 7-8.
- La Villemarqué et les premiers collecteurs en Bretagne, La Bretagne et la Littérature orale en Europe, Centre de Recherche Bretonne et Celtique, 1999, p. 153-167.
- Herri Léon et le Skolaj Beg an Treis, Herri Leon et le Skolaj Beg an Treis, Diwaskell ar Big, 2003, p. 6-15.
- An aotrou Koetanskorn, O tont deus ar c’hoat, Herri Leon ar Big, Gwerz an ene reiz, Bale an ene reiz, Kerreg Beg an Treis, An enez c’hlas, Eured ar Big, Ronan Leon, Gavotenn eus Tregon, Evit mont ouz taol, Herri Leon et le Skolaj Beg an Treis, Diwaskell ar Big, 2003, p. 164-171.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aux sources du Barzaz-Breiz — La mémoire d’un peuple, Ar Men, 1989, 335 p.
- La Nuit celtique, gant Michel Treguer, Terre de Brume, 1996, 236 p.
- Locronan, la troménie et les peintres (gant Fañch Le Henaff hag Armel Morgant), Locus Solus, 2013, 161 p.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Donatien Laurent, parcours d'un ethnologue en Bretagne. Emgleo Breiz, 2012, 326 p. (fr)
- Michel Toutous, Donatien Laurent, la passion de la littérature orale. E-barzh ArMen, niv. 236, Mae-Mezheven 2020, p. 72.
d==Liammoù diavaez==
Dave ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ouest-France, « Bretagne. Donatien Laurent, grand spécialiste de la littérature orale du breton, est décédé ». Lakaet en linenn d'ar 25 a viz Meurzh 2020, lennet d'ar 25 a viz Meurzh 2020
- ↑ Stoket gant ur c'harr-samm, e kouezhas er c'homa, 18 devezh-pad.
- ↑ http://www.ouest-france.fr/donatien-laurent-desormais-son-jardin-2701442