Pierre Laurent

Eus Wikipedia

Pierre Laurent (1904, Brest - 17 a viz Du 2002) a oa un emsaver hag ur stourmer evit ar brezhoneg. Tad e oa da Donatien Laurent.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da bemzek vloaz en doa desket brezhoneg. Studiet en doa er Skol Liskalvezel adalek 1922. Ijinour e stal Alsthom e Belfort a voe da gentañ a-raok labourat dindan ar Stad evit amaezhierezh an Armadur. Prezidant Kêr-Vreizh, an oaled sevenadurel vreizhat e Pariz, adalek 1947 betek 1956.

Aet e oa kolier an Erminig gantañ e 1991.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Panorama des minorités européennes, Imprimerie Cornouaillaise, 1965
  • Les Bretons de Paris et l'abbé Elie Gautier : témoignage, Institut Culturel de Bretagne, 1990