Mont d’an endalc’had

Bodadeg ar Sonerion

Eus Wikipedia
Bodadeg ar Sonerion
aozadur
Tachenn obererezhioùQ112166170 Kemmañ
Deiziad krouiñ1946 Kemmañ
Anv berrBAS Kemmañ
DiazezerPolig Monjarret Kemmañ
PrezidantDorig Le Voyer, Polig Monjarret, Martial Pézennec Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Furm lezenneldeclared association Kemmañ
Sez sokialPlañvour Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.bodadeg-ar-sonerion.org/ Kemmañ

Bodadeg ar Sonerion, a-wechoù B.A.S., a zo ur gevredigezh hag a vod an darn vrasañ eus ar bagadoù e Breizh hag e Bro-Frañs.

Aozet e vez bep bloaz abaoe 1949 kenstrivadeg ar bagadoù gant B.A.S.

Honnezh a vez prientet gant 2 droad : un amprouad en nevezamzer hag unan arall en hañv, e-pad gouel etrekeltiek an Oriant/Emvod ar Gelted.

E-pad ar bloavezhioù 1920 e oa c’hoarvezet ur cheñchamant a bouez e Breizh. An dilhad hengounel a oa bet dilaosket, kerkoulz hag ar sonerezh. An dud a blije gwelloc’h dezho selaou kannaouenoù er radio. Kement-all a oa c’hoarvezet gant ar balioù, ma oa bet kemeret lec’h dansoù Breizh gant dañsoù giz Bro-C’hall. Gant ar chenchamantoù sokial hag ekonomikel a oa e soñje d’an dud e oa sevenadur Breizh hag ar brezhoneg traoù a-ziwar-lerc’h ha na vijent ket mat evit an amzer da zont.

Ar c’houbladoù binioù/bombard a oa bet lakaet diaes abalamour d’ar c’hemmoù-se ha neuze e oant bet o vont da get, en desped d’o finvidigezh ha d’o dibardelezh. Er bloavezhioù 1920 ne chome nemet un dek soner hengounel]] bennak e Breizh. Klasket e oa bet evit ar wech kentañ stollañ sonerien evit saveteiñ o gouiziegezh. Se zo kaoz e oa bet krouet “Kenvreuriezh ar Viniaouerien” gant Herve ar Menn e Pariz.

War-lec’h e oa bet savet Bodadeg ar Sonerion e-pad kendalc’h Skol-Uhel keltiek Breizh e 1943. D’an 23 a viz Mae 1943 e oa bet graet e gentañ abadenn gant Bodadeg ar Sonerion war porzh ar Parlamant e Roazhon. An izili diazezerien, a veze lesanvet ar c’hwec’h mousketer, hervez ar pezh a lâre Per-Jakez Helias, a zo : Dorig ar Voyer, Efflam Kuven, Robert Marie, Iffig Hamon, René Tangi ha Polig Monjarret. Ar c’hamp sonerezh kentañ a oa bet dalc’het e miz Gwengolo 1943, e Gouezeg, gant 23 stajiad. Abalamour d’ar brezel ne oa ket bet lakaet reolenoù ar gevredigezh BAS e prefeti Roazhon. An dra-se a oa bet graet e 1946. Dorig ar Voyer a oa lakaet da Brezidant ha Polig Monjarret da sekretour.

Da gentañ e tiskoueze ar raktres-se bezañ diskiant : evit kalz a dud a-enep e seblante ar stourm-se bezañ kollet en a-raok, rak ne glote ket mennozhioù ar sonerien gant ar pezh a veze soñjet er mare-se. Ijinet o doa ar sonerien yaouank-se da grouiñ “Bagadoù” evel ar Pipe-Bands e Bro-Skos. Gant Polig Montjarret e oa bet krouet bagad kentañ Karaez e 1948, gant tri rummad binvioù-seniñ – bombard / binioù-bras / ha taboulinoù ha tomperezhioù - evel ma vez gwelet hiziv an deiz c’hoazh.

War-lec’h ar brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un eil kamp sonerezh a oa bet e miz Eost 1946 en Argol (Penn-ar-Bed). E 1947 e oa bet pedet un dileuriadur eus Bro-Skos en trede kamp a oa bet dalc’het e Sarzhav. E 1949 ez embannas BAS e gazetenn “Ar Soner”. Krouet e oa bet ar c’hevread Kendalc’h e 1950 e Kemper. Enanañ emañ kelc’hioù ha BAS, tout an dud a zo dedenet gant sevenadur Breizh. Polig Montjarret a oa bet ar pennsekretour kentañ anezhañ. Ur Gouel etrebroadel gant biniaouioù-bras a oa bet priented e Brest e 1953, evit goueliañ dekvet deiz-ha-bloaz BAS. Bep bloaz e vez savet ar gouel-se abaoe an deiz-se hag abaoe 1971 e vez aozet en Oriant. Abaoe 1997 ez eo bet lakaet Bob Haslé da brezidant BAS Gantañ e oa bet diazezet ar bagad Kadoudal hag Kelc’h keltiek Gwern. 125 bagad, da lavaret eo war-dro 10000 a sonerion, zo emzelet ouzh BAS.

BAS a zo aozet gant lies bodadegoù departamant :

Bodadeg ar Sonerion Aodoù-an-Arvor (22) Bodadeg ar Sonerion Divroet Bodadeg Sonerion Bro-Naoned (44) Bodadeg Sonerion Penn-ar-bed (29) Bodadeg Sonerion bro-Roazhon (35) Bodadeg Sonerion Bro-Wened (56)

E Plañvour (56), er greizenn Amzer-Nevez, emañ sez broadel BAS. Eno e vez graet war-dro ar velestradurezh hag aozadur hollek ar gevredigezh. Andrev Kefeleg eo ar Prezidant e 2012-2013, ha Vonig Fraval eo ar renerez.

Gwened, Mor-Bihan, 12/07/2014.

Bep bloaz, abaoe 1949, e vez aozet gant Bodadeg ar Sonerion Kenstrivadeg Vroadel ar Bagadoù. Dasparzhet e vez a c’hant bagad bennak zo Breizh hag e lec’h all e pemp rummad ar c’hampionad-se. E-barzh pep rummad (nemet er pempvet rummad) e vez aozet div droiad : en nevezamzer e vez aozet an droiad kentañ hag an eben en hañv e-pad Emvod ar Gelted evit ar rummadoù 1, 2 ha 3A. E-pad Gouelioù meur Kerne e vez aozet an droiad evit ar rummadoù 3B ha 4. E Karaez, e kreiz miz Gouere, e vez aozet ar genstrivadeg evit ar pempvet rummad.

Bagad Kemper eo ar strollad zo bet gounezet ar genstrivadeg an aliesañ. (20 gwezh, e 1951 asambles gant Kemperle, e 1952, e 1975-1978 (4 bloaz da heul), e 1982, e 1984-1985, e 1988, e 1991, e 1994-1995, e 1997-1998, e 2000, 2002, 2004, 2011-2012). Kampion diwezhañ e 2012 eo Kemper neuze[1]. Kampionad arall a vez kenaozet gant BAS : ar c’hampionad sonerezh hengounel (koupladoù, daouadoù libr, hag all...) e Gourin, e dibenn sizhun gentañ miz Gwengolo e vez azoet meur a gampionad gant talabarderien, toumperien ha bianiaiouerien braz.

Pladennoù, DVDoù enrollet da vare ar genstrivadeg vroadel ar bagadoù a vez embannet bep bloaz. Hentennoù evit deskiñ seniñ binioù-bras, ar bombard pe taboulin skiltr a zo bet embannet, evel dastumadoù skrid-sonerezh (tonioù Breizh-Izel). Ur gazetenn “Ar Soner” e vez embannet bep daou viz gant Bodadeg ar Sonerion. Er gazetenn-se e vez embannet keleier diwar-benn sonerezh Breizh hag ar Broioù keltiek ha kinniget e vez pennadoù diwar-benn ar danvez-se. Ur gazetenn en-linen a zo bet krouet gant ar vodadeg departamant divroet e 2005 : "Divroet Newez"

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Lec'hienn ofisiel BAS

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]