Bagad Bleimor

Eus Wikipedia

Bagad Bleimor (pe ar bagad Bleimor) a oa ur bagad krouet gant skouted an aozadur, Skaouted Bleimor, renet gant Perig ha Lizig Keraod, hag a grogas da seniñ e deroù ar bloazioù 1950. E 1967, da heul dizemglevioù ideologiezh etre pennsonerien ar bagad ha pennoù Bleimor e teuas ar bagad Bleimor da vezañ ur gevredigezh distag. Gounezet ez eus bet meur a genstrivadeg gant ar bagad ha gwelet e voe o seniñ war leurennoù bras a-dreñv da Alan Stivell er bloazioù 1970. Lec'hiet eo bet e meur a lec'h (Pariz, an Oriant, Langoned). Er bloazioù 1990, d'ur mare ma ne oa ket gwall oberiant ar bagad ken, e voe kendeuzet e Kevrenn an Arvorig.

Tud vrudet bet o seniñ gant bagad Bleimor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Bagad Bleimor - sonerezh geltiek (sic) (1974) - Keltia III