Gwennole ar Menn

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Gwennole ar Menn (1938-2009) (Gwenolé Le Menn) a oa ur yezhoniour hag enklasker war ar brezhoneg. Emsaver breton e oa. Studiadennoù a bep seurt en deus graet war ar yezh dre-vras, hag ar geriadurioù brezhoneg. Adembann, sevel notennoù ha displegañ a rae testennoù pe levrioù diviet, diaes da gavout evit al lodenn vrasañ eus an dud.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo Gwennole ar Menn d'ar 14 a viz Mezheven 1938 e Pariz, rak aet e oa e dad, Herve ar Menn hag e vamm da glask labour du-hont da c'hortoz eurediñ. N'en doa ket raktresoù resis pa oa yaouank betek ma tremenfe ar vachelouriezh « Math. Elem », ur vachelouriezh skiantel. Kendalc'het en doa neuze gant e studioù war ar skiantoù en ur skol uhel a-benn dont da vezañ ijinour war an elektro-mekanikerezh. A-raok echuiñ gant e studioù en doa bet tro da labourat e-giz soner binioù evit gounit un tamm arc'hant. Ezel e oa bet eus Bagad Bleimor. Aet e oa pelloc'h-pellañ rak tremenet e oa da gentañ er skingomz o c'hoari un « Twist agricole », ha goude-se betek c'hoari en Théâtre de France, e-lec'h m'en doa bet tro da gejañ gant arzourien brudet mat hiziv an deiz.

Gwennole.jpg

Dimezet e oa gant Garmenig Ihuellou ha bet o deus pevar mab : Riwall, Tangi, Malo ha Brieg.

Met c'hoant en doa da vevañ e Breizh. Ha setu ma oa distroet d'e vro en ur gregiñ da labourat e-giz kelenner war ar matematik hag ar vekanikiezh. Met war un dro e heulie ivez kentelioù war al lizhiri e Roazhon ha c'hoazh, e kinnige abadennoù skingomz, ar pezh a reas e-pad 6 vloaz. Goude-se, e tremenas er skinwel, e FR3, oc'h ober abadennoù diwar-benn anvioù-tud, divinadelloù, krennlavarioù ha respont da c'houlennoù ar sellerien. A-benn ar fin, e savas un dezenn war istor ar geriadurioù brezhonek. Kregiñ a reas da skrivañ da vat adalek 1957. Embannet e oa bet e levr kentañ, ul levr kengraet gant Roparz Hemon diwar-benn pezhioù-c'hoari e brezhoneg-krenn e 1969 e Dulenn !

Plijet e oa gant a bep seurt lennegezh rak pa oa studier ez ae d'al levraoueg hag e kroge da choaz ul levr gant lizherenn gentañ al lizherenneg, A...B...C... Ha setu penaos e oa bet lennet gantañ a bep seurt traoù en ur dremen eus romantoù polis d'ar re skiant-faltazi ha c'hoazh levrioù deskadurezh (yezhoniezh, istor...).

Ur wech echuet gantañ e studioù e krogas gant ul labour all : klasker er C.N.R.S (Centre National de la Recherche Scientifique), e-lec'h ma rae enklaskoù war ar yezhoù keltiek. Kelenner e teuas da vezañ e skol-veur Roazhon er memes koulz. Labouret en doa kalz war ar brezhoneg-krenn; adalek 1996 ec'h embannas skridoù kozh gant kalz a notennoù, studi ar gerioù hag all...

E-pad meur a vloavezh e kinnigas un abadenn pe war RBI pe Radio Armorique war anvioù-familh an dud e Breizh. Brudet e oa dre Vreizh evit bezañ ur mailh war an anvioù-familh dre ma c'helle testeniekaat ar pezh a embanne o vezañ ma lenne kalzik a skridoù kozh.

Brudet e oa ivez e bro Sant-Brieg ha dreist-holl e dielldi an departamant e-lec'h ma veze galvet alies da sikour lenn dielloù kozh e brezhoneg hag ivez ma veze galvet da ginnig an dielldi e brezhoneg gwech-ha-gwech-all.

Aet eo d'an Anaon d'ar 15 a viz Ebrel 2009 e Sant-Brieg.

Roll e oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu un toullad levrioù embannet gantañ:

  • Choix des prénoms Bretons, Sant-Brieg, PUB,1971, 71 p. Adembannadur Breizh, 1985, 93 p. ; adembannet 1991.
  • Les noms de familles les plus portés en Bretagne : 5 000 noms étudiés, Speied, Coop Breizh, 1993, 255 p
  • Histoire du théatre populaire Breton, XVe-XXe siècles, Skol, 1983, 83 p.
  • La femme au sein d'or : des chants populaires bretons aux légendes celtiques, Skol, 1985, 168p

Embann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù a bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù e-barzh Al Liamm:

  • Studi : Un ti-yaouankiz e Breizh ; niv. 73 ; 156
  • Studi : Pariz, kreizenn ar bed ; niv. 79 ; 127
  • Barzhoneg : Barzhonegoù ; niv. 84 ; 56
  • Barzhoneg : Barzhonegoù ; niv. 85 ; 138
  • Barzhoneg : Barzhonegoù ; niv. 86 ; 205
  • Danevell : Un istor... ; niv. 87 ; 289
  • Barzhoneg : Argantael ; niv. 91 ; 151
  • Barzhoneg : Barzhonegoù ; niv. 96 ; 69
  • Studi : Ar wall-grennardiezh e Breizh ; niv. 138 ; 37
  • Studi : Pajennoù hol lennegezh kozh (1/3) ; niv. 204 ; 28
  • Studi : Pajennoù hol lennegezh kozh (2/3) ; niv. 206 ; 187
  • Studi : Pajennoù hol lennegezh kozh (3/3) ; niv. 208 ; 347
  • Studi : Ar c'helenner Leon Fleuriot (1923-1987) ; niv. 241 ; 81
  • Studi : Daou levr diaes-diaes da gavout ; niv. 295 ; 161
  • Studi : Un den ha n'am eus gwelet biskoazh : Roparz Hemon ; niv. 346 ; 58

E galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Les Bretons bretonnants d'après quelques textes et récits de voyage (XVIe-XVIIe siècles. Mémoires de la Société d'histoire et d'archéologie de Bretagne, tome LXI, 1984, p. 105-134.