Mont d’an endalc’had

Telo

Eus Wikipedia
En iliz-veur Landalf

Telo (Teilo e kembraeg ; Eliud e kerneveureg) zo ur manac'h ha sant brezhon eus ar VIvet kantved (war-dro 500-560). Arc'heskob Llandaf e oa, ha gantañ e voe savet kentañ iliz Llandaf, el lec'h m'emañ e vez ; eskob e Tyddewi e vije bet ivez.

Mab e vije bet da Ensig ap Hydwn ap Ceredig eus Ceredigion. Hervez ur buhezskrid savet war-lerc'h e amzer e voe ganet e-kichen Penalun e Sir Benfro, ha diskibl e oa da sant Dyfrig a-raok mont da studiañ gant Peulin da Llanddeusant (Sir Gaerfyrddin).

Kenderv e vije bet da sant Dewi. Gantañ e vije bet o pirc'hirinañ da Jeruzalem. Lakaat a reas sevel iliz Llandeilo Fawr e Llandeilo hag abati Penalun. Ur 25 a ilizoù ha skolioù zo en e anv e Kembre, Kernev-Veur, Devon ha Breizh (e Landelo, e Landaol hag e Plogoneg, m'emañ chapel Sant Telo).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.