Mont d’an endalc’had

Kan an Douar (kevredigezh)

Eus Wikipedia

Ur gevredigezh sevenadurel breizhat eo Kan an Douar. Diazezet eo e Landelo.

Krouet eo bet ar gevredigezh e 1983 ha prenet eo bet ganto Presbital kozh Landelo e miz Genver 1985. En ur stad fall-tre e oa ar savadur d'ar mare-se. Kregiñ a reont neuze gant ul labour adneveziñ e-kerzh an hañvez 1984, padout a raint 3 bloavezh, betek ma 'vefe tu bevañ er savadur. E-pad 2 bloavezh ouzhpenn e vo labouret evit ma implijapl ha plijus bevañ ennañ.

Abaoe 1987 e vez aozet oberezhioù ar gevredigezh er savadur-se.

Palioù pennañ ar gevredigezh a zo diorroiñ oberezhioù sevenadurel ha sokial evel :

  • Derc'hel ha diorroiñ implij ar brezhoneg dindan stummoù lies (komzet, kanet, skrivet)
  • Aozañ kentelioù ha stajoù brezhoneg
  • Aozañ abadennoù evit lakaat ar brezhoneg war-wel
  • Broudañ an implij eus ar brezhoneg er vuhez foran, dre reiñ kuzulioù pe sevel panelloù lieseurt (stalioù, anvioù hentoù...)
  • Diorroiñ oberezhioù sokial, dreist-holl dre laoskel savadurioù e kerz kevredigezhioù adkenemprerezh sokial pe tud nammed pe c'hoazh bodoù sokial