Émile Poilvé

Eus Wikipedia
Émile Poilvé
Ganet 19 a viz Gwengolo 1903
Megrid
Marvet 11 a viz Here 1962
Leskoed-Lanyugon


Émile Poilvé, bet ganet d'an 19 a viz Gwengolo 1903 e Megrid (Aodoù-an-Hanternoz, Breizh) hag aet da Anaon d'an 11 a viz Here 1962 e Leskoed-Lanyugon (Aodoù-an-Hanternoz, Breizh), a oa ur gourener breizhat.

Kemeret en devoa perzh e C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù), 1932 (e Los Angeles, Stadoù-Unanet Amerika) ha 1936 (e Berlin, Trede Reich) ma voe paket ar vedalenn aour (gouren dieub, rummad 72-79 kg) gantañ[1]. E 1930 e kemeras perzh e Kampionad Europa gouren dieub e Brusel (Belgia) ma voe renket da drivet[2].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]