Joe Biden

Eus Wikipedia
Joe Biden
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJoe Biden Kemmañ
Anv ganedigezhJoseph Robinette Biden Jr. Kemmañ
Anv-bihanJoseph, Robinette Kemmañ
Anv-familhBiden Kemmañ
Anv berrJoe Biden Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Du 1942 Kemmañ
Lec'h ganedigezhScranton Kemmañ
TadJoseph Robinette Biden Sr. Kemmañ
MammJean Biden Kemmañ
Breur pe c'hoarValerie Biden Owens, James Biden, Francis Biden Kemmañ
PriedNeilia Hunter, Jill Biden Kemmañ
BugelBeau Biden, Naomi Biden, Hunter Biden, Ashley Biden Kemmañ
Familhfamilh Biden Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherpolitiker, alvokad, kelenner skol-veur, international forum participant, skrivagner Kemmañ
Tachenn labourGwir, Politikerezh Kemmañ
ImplijerUniversity of Pennsylvania, Widener University Kemmañ
KargPrezidant ar Stadoù-Unanet Kemmañ
Bet war ar studi eSyracuse University, University of Delaware, Archmere Academy, Garden City Collegiate Kemmañ
Diplom skol-veurJuris Doctor, Bachelor of Arts Kemmañ
Lec'h annezClaymont, Wilmington, Arden, Wilmington, Ti Gwenn Kemmañ
Lec'h labourWashington D.C., Wilmington Kemmañ
Strollad politikelStrollad Demokratel Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennetDilennadeg prezidant Stadoù-Unanet Amerika 2020, 1972 United States Senate election in Delaware Kemmañ
Ezel ar skipailh sportDelaware Fightin' Blue Hens football Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Liv an daoulagadglas Kemmañ
Liv ar blevblev gwenn, gray hair Kemmañ
Kleñvedgagerezh, COVID-19 Kemmañ
Sportmell-droad Amerika Kemmañ
Handednessdehouiad Kemmañ
Partner in business or sportAndrei Gromyko, Charles Q. Brown Jr. Kemmañ
Perzhiad ecommencement at the Syracuse University, World Economic Forum Annual Meeting 2004 Kemmañ
Oberenn heverkPromises to Keep, Promise Me, Dad Kemmañ
Darvoud-alc'hwezJoe Biden 2008 presidential campaign, Joe Biden presidential campaign, 1988, Joe Biden presidential campaign, 2020 Kemmañ
Generational suffixL252247-F2 Kemmañ
Deskrivet dreJoe Biden Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://joebiden.com, https://joebiden.com/es/inicio Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.biography.com/political-figure/joe-biden, https://baike.sogou.com/v178363.htm Kemmañ
Personal pronounL485 Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://politics.stackexchange.com/tags/joe-biden Kemmañ
Joe Biden e 2013.

Joe Biden (Joseph Robinette "Joe" Biden, Jr. , distaget [ˈdʒoʊzɨf rɒbɨˈnɛt ˈbaɪdən]), zo ur politikour stadunanat ganet d'an 20 a viz Du 1942 e Scranton (Pennsylvania). Un demokrat eo, bet senedour evit Delaware etre 1973 ha 2009. Ar c'hatolik kentañ besprezidant en istor ar Stadoù-Unanet eo.

War ar renk e oa evit an dilennadegoù prezidant e caucus 1988 ha 2008, ha deuet eo da vezañ besprezidant ar Stadoù-Unanet pa oa bet dilennet Barack Obama da brezidant d'an 8 a viz Du 2008. D'ar 6 a viz Du 2012 e oa bet addilennet da vesprezidant da heul Barack Obama. Danvez prezidant eo bet a-enep Donald Trump e dilennadegoù miz Du 2020. D'ar 7 a viz Du eo bet embannet gant an ajañs Associated Press, ha war he lec'h ar mediaioù bras stadunanat, e oa trec'h war Donald Trump. Kamala Harris eo e vesprezidantez. D'an 20 a viz Genver 2021 eo bet lakaet en e garg evel 46vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika. E miz Ebrel 2021, Biden a embanne e vefe echuet tennañ an holl soudarded stadunanat diouzh Afghanistan e miz Gwengolo 2021.

Soñjoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet a oa evel ur politikour mirour awalac'h er Strollad Demokrat da gentañ, bremañ eo gwelet evel ur c'hreizour. War meur a zachenn en deus cheñchet e ali etre penn-kentañ e resped ha bremañ :

  • a-du eo gant an diforc'h. A-enep e oa e vefe paeet gant arc'hant ar C'hevread, disklêriet en deus e-pad koulzad dilenadegoù ar prezidant 2020 ne oa ket ken.
  • ne oa ket tuet gant an dimezioù etre paotred pe etre maouezed hag e miz Mae 2012 en deus disklêriet ne oa ket a-enep ken
  • a-du eo evit defoulañ ar boan a varv er C'hevread a-bezh abaoe 2019.
  • fellout a ra dezhañ e vefe kreñvaet ar c'hontrol war an armoù-tan, ha difennet an armoù-arsailh.
  • a-du e oa gant kinnig ar prezidant George W. Bush e 2007 e vefe kentreolaet dindan divizoù zo saviad an enbroidi dilezenn.
  • a-du eo evit serriñ kamp Guantanamo.

Disklêriañ a ra e miz Ebrel 2020 e talc'ho kannati ar Stadoù-Unanet en Israel e Jeruzalem evel oa bet divizet gant Donald Trump.

Pleustrer an iliz katolik eo.

Ekonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Joe Biden a glask adla­ñsañ ekonmiezh Stadoù-Unanet Amerika dre lakaat arc'hant e-leizh war an daol. Ur steuñv a zo bet kinniget evit ar bloavezh 2022 gant 6000 miliard a zolarioù[1] da vezañ lakaet en ekonomiezh evit reiñ harp d'ar vinorelezhioù, d'an deskadurezhhag ar yec'hed dreist-holl. Aon a zo gant arbennigourien an ekonomiezh ne vo ket a-walc'h doublañ an tailhoù war an embregerezhioù bras hag ar re binvidikañ er vro evit talañ ouzh an dispignoù uhel a lakao an dleoù da dizhout 111.8% e 2022 ha 117 % eus ar PIB e 2031.

Sina[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel evit un toullad sujedoù all Biden a oa bet flemmus a-enep Donald Trump a-fed politikerezh war al liammoù etre SUA ha Sina. Ersavet e oa a-enep ar brezel ekonomikel a oa bet kroget gant ar prezidant en e a-raok. A-benn ar fin eo kendalc'het gant ur sell reut a-enep ar vro koumunour rak ne vez ket doujet lezennoù an ekonomiezh eno, ha rak ar gwallskouer er Xinjiang. Kinniget en deus Joe Biden da lakaat pinijennoù d'ar pennoù bras sinaat a oa kablus hervezañ da waskañ ar Ouighoured.

Iran[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kenderc'hel a ra Joe Biden gant ar pinijennoù bet lakaet da dalvezout war bro Iran, gant Donald Trump, evit rediañ ar vro da zistreiñ da varc'hata war sujed en nukleel[2].

Brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Ebrel 2021, Biden a embanne e vefe echuet tennañ an holl soudarded stadunanat diouzh Afghanistan e miz Gwengolo 2021.

Brud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet en deus Biden e 2018, e oa ur "gaffe machine"[3].

Dilennadegoù prezidantel 2024[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 25 a viz Ebrel 2023 en deus embannet bezañ war ar renk evit an dilennadegoù prezidantel stadunanat 2024. [4]

Yec'hed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kerzh Kampagn dilennadegoù prezidant SUA 2020, lod komzoù gant Joe Biden a oa gwelet evel amsklaer betek digempoell ha seblantout a rae a-wechoù bezañ damgousket ar pezh a roas an tu da Zonald Trump lesanvout anezhañ « ar c'housket » (« Sleepy Joe »). Nac'het en doa tremen un test neuropsikologek, embann a ra Joe Biden n'eo ket senil. Diwallet e oa bet bras piv a oa da vezañ bespreziadant a-benn harpañ anezhañ. Betek ar bloavezh 2024 e oa nac'het gant lod bras ar mediaioù hag ar Strollad Demokratel [5] e oa lajadoù amzer lec'h ma oa diasur eus al lec'h ma oa hag eus gant piv e oa o komz (fazioù war an anvioù tud). [6] Miz C'hwevrer 2024 e grog da vat da vezañ un tabut bras en SUA.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]