George Walker Bush

Eus Wikipedia
(Adkaset eus George W. Bush)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
George Walker Bush
George Walker Bush
Niv urzh 43vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika
Kefridi 20 a viz Genver 2001 - 20 a viz Genver 2009
Deiziad ha
lec'h genel
6 a viz Gouere 1946

e New Haven, Connecticut

Deiziad ha
lec'h mervel

e

Micher Tud a afer
Strollad politikel Strollad Republikan
Besprezidant Richard Bruce Cheney

Roll ar vesprezidanted

George Walker Bush eo 43vet prezidant a-vremañ Stadoù-Unanet Amerika. Dilennet eo bet dre ziv wech hag e penn ar vro eo bet etre an 20 a viz Genver 2001 hag a 20 a viz Genver 2009 Ganet eo bet d'ar 6 a viz Gouere 1946. Mab eo da George Herbert Walker Bush hag a zo bet prezidant SUA ivez.

Dilennet eo bet gouarnour stad Texas etre 1994 ha 1998 hag etre 1998 ha 2000, a-raok dont da vezañ ar 43vet prezidant amerikan. Merket eo bet e respet prezidant gant gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 ha gant Eil Brezel Irak.

Al livour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur wech echuet gant e garg a prezidant Stadoù-Unanet Amerika, Bush a oa kroget gant al livañ. E-penn kentañ e oa kroget gant livañ chas pe bleunioù. Goude-se e oa troet gant al livañ tud. Adal poltriji pennoù-bras ar bed e sav poltredoù evel re Vladimir Poutin pe Tony Blair.

Burutellerien an arzoù o devoa degemeret gant ur sell etre e livadurioù.[1] Bill Arning, rener Mirdi arnevez Houston, a ziskrive ar poltredoù evel reoù "livet gant tresoù ponner en un doare a c'hellfer gwelet evel 'amatour-uhel'". Ouzhpennet e oa bet gant ar rener evel ali "Larout a rafen e rankfent bezañ diazezet nebeutoc'h war un adlivañ poltriji. An tu a zo da welet pa vez unan bennak oc'h adkemer dre livañ poltriji kavet gantañ evit o livañ[...] d'am soñj e vefe mat dezhañ labourat gant reoù all, poltriji gant mammennoù lies pe an den gwirion evit kaout muioc'h a vuhez o tont"

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Flag of the United States.svg Prezidanted ar Stadoù-Unanet abaoe 1789 Great Seal of the United States (obverse).svg
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet AmerikaTi Gwenn)