Dimezioù etre paotred pe etre maouezed


E 2019 ez eus 25 stad eus ar bed o deus degemeret an dimeziñ etre tud gante an hevelep rev :
- en Europa gant c'hwezek stad: Alamagn, Aostria, Belgia, Bro-C'hall, Danmark, Finland, an Izelvroioù, Island, Republik Iwerzhon, Luksembourg, Malta, Norvegia, Portugal, Sveden, Spagn, hag ar Rouantelezh-Unanet
- en Amerika gant c'hwec'h stad : Arc'hantina, Brazil, Ecuador, Kanada, Kolombia, ar Stadoù-Unanet, hag Uruguay
- en Afrika gant ur stad: Suafrika
- en Okeania gant daou stad : Aostralia, hag Zeland Nevez
Ouzhpenn e vez anavezet an euredoù etre tud gante an hevelep reizh bet lidet e lec'h all gant Israel, Aruba hag an Antilhez Nederlandat.
E SUA[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er Stadoù-Unanet, abaoe ar 26 a viz Even 2015 hag aret Obergefell v. Hodges lez-veur SUA ez eo reizhus an dimeziñ heñvelreviad e holl stadou ar Stadou-Unanaet Amerika.
Kent d'an aret se, e oa anavezet en un doare reizhus an dimezin heñvelreviad gant 37 stad diwar 50. Ar stad gentañ da vezañ bet anavezet ar gwir da dimeziñ d'an heñvelrevidi eo stad ar Massachusetts, dindan an anv "priedelezh" (marriage e saozneg), votet en 2003 hag dre-wir e 2004.
E Breizh-Veur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Bro-Saoz e oa bet votet an Nullity of Marriage Act e 1971, a embanne fraezh n'eus ket a zimeziñ pa vez tud eus ar memes reizh. E 2004 avat e oa bet votet ar C'hevread Keodedel civil partnership) er Rouantelezh Unanet o reiñ da goubladoù heñvelrevidi/ezed an hevelep deverioù ha gwirioù dimeziñ evit an aralrevidi/ezed met dindan un anv disheñvel diouzh "priedelezh". E 2014 e oa bet degemeret da vat an dimeziñ etre paotred pe etre maouezed, e Bro-Saoz ha Kembre, en un tu, hag e Bro-Skos, en un tu all.
Tud zo a gav souezhus o dije c'hoant an heñvelrevidi da gaout gwir da zimeziñ, pa 'z eo disteraet kalz pouez an dimeziñ abaoe ma'z eo koazhet pouez ar relijion.
Respontet e vez e fell dezho kaout ar memes gwirioù, ne vern o "zuadur reizhel".
Tud all a gav souezhus ne vije ket kalz heñvelrevidi o timeziñ pa vez roet ar gwir dezho.
Respontet e vez eo distabiloc'h dre vras ar c'houbladoù heñvelrevidi eget ar re all hag ez eo furoc'h diwall rak koust an torr-dimeziñ.
Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ul lezenn zo bet mouezhiet e Breujoù Bro-C'hall e miz C'hwevrer 2013 hag a ro ar gwir da zimeziñ d'an heñvelrevidi.
Amerika Latin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'ar 26 a viz Mae 2020 e tegemer Costa Rica an dimeziñ etre heñvelrevidi. Bro gentañ Kreizamerika eo d'ober kement-se.