Mont d’an endalc’had

Aleksander Kwaśniewski

Eus Wikipedia
Aleksander Kwaśniewski
Aleksander Kwaśniewski

Aleksander Kwaśniewski (distaget [alɛˈksandɛr kfaɕˈɲɛfskʲi] e poloneg) (ganet d’ar 15 a viz Du 1954 e Białogard) zo ur politikour polonat. Etre 1995 ha 2005 e oa prezidant ar republik.

En amzer ar renad komunour e voe ministr evit ar yaouankiz, etre 1985 ha 1987, dindan ar jeneral Wojciech Jaruzelski. Da vare cheñchamantoù demokratel 1989 e kemeras perzh en anv ar strollad komunour PZPR en taolioù-krenn gant ar sindikad Solidarność, an iliz katolik ha kement zo. Goude diskar ar strollad komunour e teuas da vezañ prezidant ar strollad sokial-demokrat SdRP.

E 1995 e voe dilennet da brezidant, trec’h war ar perzidant kent Lech Wałęsa. Hag addilennet e voe adarre evit pemp bloaz e 2000. Ne c’halle ket en em ginnig un trede gwech avat, rak difennet eo gant bonreizh Polonia.

Pa oa prezidant e roas e zilez eus ar strollad SdRP evit bezañ prezidant an holl Boloniz. E-pad e respet e teuas Polonia da vezañ ezel eus Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel (NATO) hag eus Unaniezh Europa. Skoulmañ a reas darempredoù mat gant pennoù stadoù estren evel George W. Bush (Stadoù Unanet), Valdas Adamkus (Lituania), Rudolf Schuster (Slovakia), Václav Havel (Tchekia) ha Leonid Kucxma (Ukraina). Daoust ma oa deuet-mat Kwaśniewski gant ar bobl e voe kavet abeg alies en e bolitikerezh.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


En e raok:
Lech Wałęsa
Prezidant Polonia
Kerzu 1995Kerzu 2005
War e lerc'h:
Lech Kaczyński