Mont d’an endalc’had

Sturmgewehr 44

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Stg-44)
Sturmgewehr 44
Skeudenn ar pennad Sturmgewehr 44

Ur fuzuilh-vindrailher Sturmgewehr 44 eus datsumadegoù an Armémuseum (Stockholm)
Kinnig
Bro Trede Reich Trede Reich
Mont en-dro Fuzuilh-arsailh aotomatek/damaotomatek
Munisionoù 7,92 × 33 mm Kurz
Produer C. G. Haenel Waffen und Fahrradfabrik
Mare implij 1944-1945
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 4,6 kg
Mas (karget) 5,13 kg
Hirder 940 mm
Hirder ar c'hanol 420 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 300 m (mod aotomatek), 600 m (mod damaotomatek)
Lusk-tennañ Etre 500 ha 600 tenn/mn
Tizh mont e-maez ar boledoù 685 m/s
Endalc'h Karger-fiñv 30 kartouchenn

Ar Sturmgewehr 44 pe StG 44, da lavaret "Fuzuilh-arsailh 44", a zo ur fuzuilh-arsailh bet sevenet ha produet gant an Trede Reich e-kerzh an Eil brezel-bed adalek ar bloavezh 1944. Gwelet e vez evel ar fuzuilh-arsailh vodern kentañ. Kambret eo e 7,92 × 33 mm Kurz. Anvet e vez a-wechoù gant e anv kentañ, MP 43 (diwar Maschinenpistole, pistolenn-vindrailher, hag ar bloavezh 1943), pe MP 44, abalamour ma oa bet lakaet e servij er bloavezh 1944.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude aloubadeg an URSS e 1941 en em gavas ar Wehrmacht paket e emgannoù-kêr evel hini Stalingrad. Kompren a reas an Alamaned e oa ret dezho sevel armoù-skoaz efedusoc'h evit o c'harabinennoù Mauser 98k en endro-mañ. Ijinet e voe neuze ar munision 7,92 × 33 mm Kurz, a oa skañvoc'h evit reoù 7,92 x 57 mm ar Mauser met galloudusoc'h evit an 9 mm Parabellum implijet er pistolennoù-mindrailher MP 40.

Ijinet e voe an StG 44 gant an embregerezh C. G. Haenel Waffen und Fahrradfabrik e 1943, dindan an anv MP 43 da gentañ. Er bloaz war-lerc'h e voe roet lañs d'ar produiñ goude asant ar galloud nazi ha roet ar skouerennoù kentañ d'ar soudarded en hañv 1944. Servijout a reas un tamm an StG 44 e emgannoù Normandi hag Italia, ha kalz muioc'h e emgann an Ardenne e miz Kerzu 1944 ha miz Genver 1945, e-lec'h ma tiskouezas perzhioù mat met ivez perzhioù fall : pouez uhel (5,2 kg karget), lamm vresk, kanol o tommañ buan hag arm-skoaz diaes da implijout en e c'hourvez abalamour d'e garger hir.

Tro 500.000 skouerenn eus an StG 44 a voe produet betek deroù 1945. War-dro 200.000 anezho ne voent biken implijet gant an Trede Reich.

Goude ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komiserdi poblel armañ an URSS, nec'het o welet an Trede Reich o kaout kement a lañs war dachenn an armoù modern gant an StG44, a roas lañs d'ar 15 a viz Gouere 1943 d'ur genstrivadeg a-benn sevel ur arm soviedel a c'hellfe talañ ouzh an StG 44. Diwar-se e voe krouet an AK-47 krouet gant an ijinour Mic'hail Kalachnikov.

Skouerennoù eus an StG 44 a voe implijet gant an Arme ruz ur wech dinazifiet, da lavaret eo tennet an holl arouezioù nazi diwarne.

Tro-dro d'ar Sturmgewehr 44[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An StG 44 a c'haller implijout e meur a c'hoari video : Battlefield 1942,Brothers in Arms, Brothers in Arms: Road to Hill 30, er rummad Call of Duty hag e c'hoarioù an heuliad Wolfenstein da skouer.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan