Battlefield 1942
Titl | Battlefield 1942 ![]() |
---|---|
Anvet diwar | 1942 ![]() |
Heuliad | Battlefield ![]() |
Danvez pennañ | Eil Brezel-bed ![]() |
Tachenn | tenn kentañ-sell ![]() |
Diorroer | Dice ![]() |
Ti-embann | Electronic Arts ![]() |
Savenn | Microsoft Windows, OS X ![]() |
Deiziad embann | 10 Gwe 2002, 20 Gwe 2002, 28 Mez 2004 ![]() |
Bro orin | Kanada ![]() |
Dasparzher | Electronic Arts ![]() |
Mare an oberenn | Eil Brezel-bed ![]() |
Notenn ar varnouriezh | 89/100 ![]() |
Prizioù resevet | Game Developers Choice Award - Best Design, British Academy Games Award for Multiplayer ![]() |
Bet kinniget evit | British Academy Games Award for Multiplayer ![]() |
Hollved faltaziek | Battlefield universe ![]() |
Doare c'hoari | c'hoari e-unan, c'hoari video liesc'hoarier ![]() |
Lusker grafik | Refractor 2 ![]() |
Trobarzhell dont tre | touchennaoueg ![]() |
Diaz embann | CD-ROM ![]() |
Reizhiad verañ gwirioù niverel | SafeDisc ![]() |
Renkadur ESRB | Teen ![]() |
Renkadur PEGI | PEGI 16 ![]() |
Renkadur USK | USK 16 ![]() |
Battlefield 1942 zo ur c'hoari tenn a-stroll gant un aergelc'h Eil Brezel-bed.
Batllefield 1942 eo ar c'hoari kentañ eus an heulienn Battlefield Serie. Embannet e oa bet evit ar wech kentañ d'an 20 a viz Here 2002.
Krouet ez eo bet gant an embregerezh Digital Illusions CE hag embannet gant Electronics Arts pe EA Games. Hiziv an deiz e vez kavet an tu d'e bellgargañ digoust war al lec'hienn Origin. Lakaet ez eus bet ivez un ouzhpennadenn dezhañ evit c'hoari gant botoù en ur vezañ neuze e-unan penn.
Istor ar c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hoari en deus un aergelc'h a eil brezel-bed resis ar bloavezh 1942. Daou du a zo da choaz :
- ar Gevredidi gant Bro-Saoz hag Amerika
- an Hael gant Impalaeriezh Japan, Alamagn an Trede Reich.
Aergelc'h ar c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Klasket ez eus bet gant saverien ar c'hoari da gaout ur c'hempouezh etre dudi ar c'hoari tenn met ivez istor an Eil Brezel-bed. kemet-mañ tra ma vize adal diaz ar c'hartennoù c'hoari hag a zo lec'hioù gwir bet emgann eno pe a-fed dafar hag armoù.
Tachennoù emgann dre holl an Eil Brezel-bed:
Brezel en Afrika an norzh
- Battleaxe
- Tobrouk
- Gazala
- El Alamein
Brezel er meurvor Habask
- Wake
- Midway
- Guadalcanal
- Iwo Jima
Brezel e reter Europa
- Stalingrad
- Koursk
- Karkhov
- Berlin
Brezel e kornôg Europa
- Omaha Beach
- Brezel an harzoù
- Market Garden
- Emgann an Ardennes
Tro-dro ar c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kalz degasoù gant ar c'hoarierien a zo bet da Battlefield 1942: kartennoù-nevez, kartennoù adsavet, armoù pe harozed evel Saburo Sakai ar blenier kirri-nij japanaat pe c'hoazh Hans Ulrich Rudel ar blenier kirri-nij Alaman.
Gant ar meziant Battlecraft hag a zo roet gant ar c'hoari ha tra ma vezer barrek a-walc'h e vez tu da sevel kartennoù, dilhadoù, armoù. Lod c'hoarierien o d'eus bet savet ouzhpennadurioù ledan anezho o vont betek adstummañ ar c'hoari en e fezh evel Forgotten Hope, Battlefield 1914-1918, Desert Combat...
Ouzhpennadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpennadurioù a zo bet d'ar c'hoari Battlefield 1942 gant EA Games:
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel Battlefield-1942
- Filmig digoradur ar c'hoari Battlefield 1942
- Filmig o kinnig ar c'hoari Battlefield 1942