Saburo Sakai

Eus Wikipedia
Saburo Sakai
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhJapan Kemmañ
AllegianceImpalaeriezh Japan Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den坂井三郎 Kemmañ
Anv-bihanSaburō Kemmañ
Anv-familhSakai Kemmañ
Anv e kanaさかい さぶろう Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Eos 1916 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSaga Kemmañ
Deiziad ar marv22 Gwe 2000 Kemmañ
Lec'h ar marvAtsugi Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmyocardial infarction Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetjapaneg Kemmañ
Michernijer karr-nij, skrivagner, milour Kemmañ
Deroù ar prantad labour1933 Kemmañ
Kleñvedone-eyed Kemmañ
Grad milourelletanant Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Korf an armeImperial Japanese Naval Air Service Kemmañ

Saburo Sakai (1916-2000) a oa ur blenier kirri-nij japanat e-pad an eil brezel-bed. Lâret e vez anezhañ e oa un As rak diskaret en deus muioc'h 'vit 60 karr-nij brezel enebour.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Saburo Sakai a zo ganet e Japan, e Saga d'ar 25 a viz Eost 1916. E familh a zo anavezet evit bezañ diskennad d'eus ur remziad Samourai, met a veve d'eus labour an douar. Da geñver ar studioù ar paotr Saburo n'eo ket gwall entanet.

D'an 31 a viz Mae 1933, oadet a 16 bloaz, Sakai a ya da vartolod brezel. Da gentañ vezo implijet vel kanoler war ar vag Kirishima betek 1936, bloavezh lec'h ma vezo degemeret en ur skol 'vit bezañ blenier karr-nij. Daou wech en d'eus c'hwitet an arnodenn 'vit bezañ degemeret met tapout a ra memestra e diplom e 1937, hini ar blenerien kirri-nij war vourz un douger kirri-nij. Kentañ ez eo d'eus e c'hlasad. Kregiñ a raio mare ar brezel-nij evitañ pad ar brezel chino-japanaat etre 1928-1939, eno vezo gloazet. Goude kement-mañ choaz a ra da nijal war ar c'harr-nij mil anavezet an hini Mitsubishi A6M "zero" ha kenderc'hel a ra gant ar brezel enep China.

Adal penn-kentañ ar brezel ez eo kroget etre Sakai hag an ofisourien ur brezelig dreist-holl a-fed gouzout petra vez tu d'ar blenerien kirri-nij, soudarded simpl anezho, d'ober pe get. Sakai a ro an tu d'e genseurted da vutuniñ pezh a zo difennet rik, reiñ a ra urzh d'unan anezho da laerañ boued an ofisourien. E-kerzh ar c'hentañ emgann a-enep ar Chinaiz, Saburo Sakai a dizh ur c'harr-nij enebour met dre ma z'eo bet a-enep an holl urzhioù ez eo lañgachet gant e ofiser e plas bezañ anavezet e drec'h.

Kirri-nij A6Mzero aerlu implaeriezh Japan a-us da China 26 a viz mae 1941

An Eil Brezel-Bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ma vize kroget ar brezel a-enep ar Stadoù-Unanet, kemer a ra perzh e tagadenn ar Filipina. E 1942 ez eo kaset e Tarakan, e Borneo, kemer a ra perzh en emgannioù an Indez Izelvroat. Dont a ra a-benn da dizhout 13 karr-nij enebour araok ma vize klañv. Goude tri miz ez eo adarre war an tachennoù emgann, e strollad-nij an is-letanant Junishi Sasai er Ginea Nevez.

D'ar 7 a viz Eost 1942 ez eo gloazet e-kerzh un emgann a-us da Guadalcanal, koll a ra eno e lagad dehou. Dont a ra a-benn memestra da zistreiñ gant e garr-nij goude ma vize bet kontet evel marvet. Chom a ra stanket en ospital 'vit 5 miz, ret vo dezhañ bezañ operataet pad hir amzer hep louzoù.

Tremen a raio ur bloavezh da gelenner vit ar skolidi brezel war ar c'hirri-nij. E miz ebrel 1944 ez eo kaset e strollad-nij Yokosuka hag a zo bet lakaet war dachenn Emgann Iwo Jima. Ne c'hell ket nijal pad pell met tizout a ra memestra pevar enebour.

O livañ un trec'h ouzhpenn war ur Zero

E-kerzh an Eil Brezel-bed, ar blenier kirri-nij Saburo Sakai en d'eus distujet 64 karr-nij enebour, an darn vrashañ anezho o vezañ amerikan. Anavezet ez eo ivez evit bezañ unan d'eus an tri blenier nemetañ d'eus e strollad-nij orin da vezañ chomet bev betek fin ar brezel. Goude ar brezel, Saburo Sakai en d'eus kuitaet an arme gant an titl a letanant. Bet eo bet penn-bras un embregerezh moulañ. Bet eo bet ivez da weladenniñ ar Stadoù-Unanet lec'h ma n'eus kavet an tu da gejañ gant e enebourien gozh.

Saburo Sakai a zo marvet d'eus un taol-kalon d'an 22 viz Here 2000 e-pad un emvod d'an aerborz-vor Atsugi.

Banniel brezel Impalaeriezh Japan   Impalaeriezh Japan  –  An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan