Emgann Iwo Jima

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Soudarded Marines stanket war an aod dindan tennoù lies ar japaniz o tont eus ar Menez Suribachi er foñs.

Emgann Iwo Jima a voe unan eus emgannoù brudetañ an Eil Brezel-bed war Talbenn ar Meurvor Habask. Padet e oa etre an 19 a viz C'hwevrer betek ar 26 a viz Meurzh 1945. An United States Marine Corps a oa bet e krog gant Lu Impalaeriezh Japan. An aloubadeg stadunanat, lesanvet Operation Detachment, a oa bet kefridiet gant aloubiñ an enezenn dreist-holl an tri aerborzh evit adimplij anezho a-benn bombezenniñ enezeier penn Japan.

Soñjet da vezañ un emgann aes, padout a reas pemp sizhun gant lod stourmoù gwadushañ Talbenn ar Meurvor Habask.

Goude kolloù ramzel, burutellet e voe an emgann er Stadoù-Unanet Amerika. Ne oa ket ur rediñ da dapout an enzenn evit an U.S. Army evel bazenn. Ne oa ket ur rediñ evit an U.S. Navy evel porzh ar flodad. Implijet e voe memestra goude an emgann gant ijinourien an Navy, ar re Seabee, a savas peadra da adpakañ kirri-nij an USAAF ar B-29 mac'hagnet.

Hollad marvioù ar japaniz a oa bet teir gwech uheloc'h evit re an USMC. E-keñver koll hollek, ar wech kentañ eo ma voe uheloc'h re ar Stadoù-Unanet Amerika evit re ar Japaniz. 21 000 soudard japanat a oa war Iwo Jima pa oa kroget an emgann. 216 nemetken a voe prizoniet.

Adkemer er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]