Morlu Impalaeriezh Japan

Eus Wikipedia
Banniel Morlu Impalaeriezh Japan

Morlu Impalaeriezh Japan (IJN; Kyūjitai: 大日本帝國海軍 Shinjitai: 大日本帝国海軍; Dai-Nippon Teikoku Kaigun pe 日本海軍 Nippon Kaigun) "Morlu an Impalaeriezh Japanaat Meur") a oa anv morlu ofisiel Impalaeriezh Japan adal ar bloavezh 1868 betek 1945. Divodet e oa bet goude trec'h Japan gant ar Gevredidi e-pad an Eil Brezel-bed. E-penn ar morlu e oa ar Gunreibu (Burev penn Morlu Impalaeriel Japan) hag ar Kaigunshō (Ministrerezh Morlu Japan) didan urzhioù Impalaer Japan evel penn-meur al lu troadegiezh hag ar morlu. Ur wech roet lamm d'ar Morlu impalaeriel e voe savet ar Kaijō Jieitai (Nerzhioù Morlu Japan emzifenn), d'ar 1 añ a viz Gouhere 1954.

7 a viz Kerzu 1941, kirri-nij prest da lorc'hañ eus an douger-Kiri-nij Shōkaku e-pad an Arsailh war Pearl Harbor

Ar Morlu japanat a oa an trede hini er bed e 1920, a-dreñv ar Royal Navy hag an United States Navy (USN). Harpet e oa gant an Dai-Nippon Teikoku Kaigun Kōkū-tai, Servij aerlu morlu Impalaeriezh Japan evit ar c'hirri-nij hag oberiadurioù bombeziñ ar flodad. Bez e voe an enebour pennañ da evredidi ar C'hornôg e-pad Brezel ar Meurvor Habask.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor Japan war-vor a zo unan hir. Liammoù kozh a oa dija etre ar vro ha peurest kevandir Azia. Fiñvadegoù unvezioù milourel etre Korea ha Japan a oa lies, kroget e oant gant penn kentañ ar marevezh Kofun en IIIde kantved goude Jezuz-Krist. Goude taol c'hwitet an Aloubadegoù Vongol e Japan gant Kubilai Khan e 1274 ha 1281, ar vorlaerien wakō a oa kroget gant preizhañ kreñv arvorioù Sina.

Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Morlu Impalaeriezh Japan vs US Navy e-keñver saverezh bigi
(1937–1945, e Tonennoù fiñvet)
MIJ USN
1937 45,000 75,000
1938 40,000 80,000
1939 35,000 70,000
1940 50,000 50,000
1941 180,000 130,000
1942–45 550,000 3,200,000
Flag of Japan.svg 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける Flag of Japan.svg
Banniel brezel Impalaeriezh Japan   Impalaeriezh Japan  –  An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan