Mont d’an endalc’had

Lu Impalaeriezh Japan

Eus Wikipedia
Lu Impalaeriezh Japan
Lu
Rann eusArmed Forces of the Empire of Japan Kemmañ
Deiziad krouiñ1868 Kemmañ
Lealdedimpalaer Japan Kemmañ
Anv e kanaだいにっぽんていこくりくぐん Kemmañ
Skour luLu Kemmañ
StadImpalaeriezh Japan Kemmañ
IsaozadurField Railroad Proposal Department Kemmañ
Deiziad divodañ3 Mae 1947 Kemmañ
IstorHistory of the Imperial Japanese Army Kemmañ
Baniel brezel lu Impalaeriezh Japan

Lu Impalaeriezh Japan (IJA; Kyūjitai: 大日本帝國陸軍, Shinjitai: 大日本帝国陸軍, Romaji: Dai-Nippon Teikoku Rikugun) "Lu an Impalaeriezh Japanaat Meur" a oa anv lu douar ofisiel Impalaeriezh Japan adal ar bloavezh 1871 betek 1945.

Dafar soudard lu impalaeriel Japan e-pad an Eil Brezel-bed

E-penn al lu e oa kavet Impalaer Japan evel penn-meur al lu troadegiezh hag ar morlu, dres dindan d'e harpañ e oa kavet Ministrerezh Brezel Japan ha Burev kreizenniñ al lu Impalaeriel (参謀本部, Sanbō Honbu). Goude-se e voe krouet un trede rann hini an ensellerezh-meur d'an nijerezh-brezel dindan ren al lu.

E-pad ar mareoù brezel pe arvar bras d'an impalaeriezh e oa kreizennet pep galloudoù diviz fiziet gant an Impalaer e Kuzul-meur soudard impalaeriel, ur c'huzul strizhik o welet Penn hag is penn Burev kreizenniñ al lu Impalaeriel, ministr ar brezel, penn hag is penn ar morlu, enseller-meur an nijerezh-brezel hag enseller-meur ar gourdoniñ soudard.

E-pad mare an adsevel Meiji, an nerzhioù lu diazez leal d'an impalaer Meiji a oa kadourien Samourai deuet evit ul lod bras adal nerzhioù ar re daimyo eus domanioù Satsuma ha Chōshū. Goude ma vefe bet lakaet e-plas ar gouarnamant Meiji pe bakufu, savet diwar skouer reoù Europa, e oa bet rediet sevel nerzhioù lu modern ha leal d'ar gouarnamant kreizennet evit kemer plas ar strolladoù o tont eus domanioù. Kement-mañ a voe sikouret gant ar fed ma oa gortozet gant ar boblañs un nerzh kreñv hag a c'hellfe difenn ar vro diouzh soñjoù trevadennel broioù ar C'hornôg.

An arme nevez Dai-Nippon Teikoku Rikugun, a voe galloudusoc'h c'hoazh ur wech roet lamm d'ar sistem han e 1871. Evit adsevel ha nevesaat al lu, ar gouarnamant a lakas e-plas un enrolladur broadel e 1873, o rediañ pep paotr etre 17 ha 40 vloaz da emezelliñ evit 3 bloaz a servij oberiant gant ouzhpenn-se daou vloaz er c'hentañ lu da c'hortoz (oberiant) ha daou vloaz ouzhpenn en eil lu da c'hortoz (dizoberiant). Unan eus an diforc'hioù anatañ etre ur samourai hag ur peizant a oa ar gwir da zougen un arm; an dreist-gwir-se a oa bet lammet trumm ha roet d'an holl baotred er vro.

An harp estren

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ arme an impalaeriezh japanat a oa bet savet gant harp ambrougerien an Eil Impalaeriezh C'hall, e-pad an Eil kefridi milourel Gall e Japan (1872–80), ha goude-se e-pad an Trede kefridi milourel Gall e Japan (1884–89). Siwazh d'ar C'hallaoued ur wech trec'het er Brezel Gall-Prusian, gouarnamant Japan a c'houlennas ivez harp Prusia a-benn sevel ul lu efedus. Daou ambrouger milourel a voe kaset eno gant Prusia ar Major Jakob Meckel a voe adeilet e 1888 gant von Wildenbrück hag ar c'habiten von Blankenbourg hag a voe karget gant gourdoniñ Kuzul-meur soudard impalaeriel etre 1886 betek Ebrel 1890: ar C'huzul-meur soudard impalaeriel, savet diwar hini alamagn, a voe lakaet dindan urzhioù striz an impalaer e 1878 hag a voe fiziet dezhañ ar gargoù steuñvidigezh milourel hag ar gadoniezhoù.

Brezel etre Japan ha Rusia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad spisoc'h: Brezel etre Japan ha Rusia

Soudarded Japan kalonek o vont war-raok en desped da tennoù kreñv ar rusianed.

Ar Brezel etre Rusia ha Japan (1904–1905) a oa disoc'h disemglevioù etre Rusia ha Japan e-liamm gant c'hoantoù impalaeriel. Tiriadoù Manchouria ha Korea a oa an dalc'h anatañ. Lu Impalaeriel Japan a zeuas a-benn da flastrañ re Impalaeriezh Rusia ar pezh a souezhas an holl. En desped da vezañ trec'h e oa bet uhel kolloù an arme japanat dreist-holl e-pad Emgann Porzh Arzhur.

Kentañ Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Soudarded ar Rouantelezh-Unanet o erruout evit harpañ soudarded Lu Impalaeriezh Japan Sez Tsingtao e 1914.

Impalaeriezh Japan en doa kemeret perzh er brezel e tu an Emglev tridoubl. Soñjet e oa bet gant Japan da gas un nerzh-kas a 100 000 betek 500 000 soudard betek Bro-C'hall. An obererezh brezel nemeti a vo graet gant Japan e-pad ar brezel a voe un dagadenn mestroniet mat war trevadenn alaman Qingdao e 1914.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける 
Banniel brezel Impalaeriezh Japan   Impalaeriezh Japan  –  An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan