Banzai (garm)
Banzai (Japaneg: 万歳, ばんざい) pe Dek mil bloaz e meur a yezh ar reter Azia. Implijet e vez a-benn hetiñ ur vuhez hir, troet e vez dre vras gant ar ger bevet.
Da zigentañ e oa implijet an estlamadenn evit lidañ Impalaer China. Dre levezon politikel ha yezhel China e emledas an estlamadenn etrezek ar yezhoù tostañ.
E broioù 'zo e vez implijet dindan stumm ur youc'hadenn evit lidañ un trec'h, ur garmadenn a-stroll a vez tost ouzh an "Hourrah"
E Japan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavezet ez eo ar ger Banzai dreist-holl dre an implij a zo bet gant ar soudarded Japaned e-pad an Eil Brezel-bed.
Ar ger chinaat a zo erruet etrezek Japan dindan ar stumm banzei (Kana: ばんぜい Kanji: 万歳). En 8vet kantved e veze implijet evit reiñ enor d'an Impalaer e memes mod evit ma oa graet e China.
Banzei a zo deuet en-dro goude adsav Meiji. Lakaet ez eo bet da vezañ ofisiel e bonreizh Meiji er bloavezh 1889 dre ma oa bet huchet banzei gant studierien pa dremenas charreadeg an Impalaer.
Tro memes mare, banzai a grogas da vezañ implijet e degouezhioù all evit ar re liammet gant an Impalaer. Da skouer harperien al luskad evit Frankiz ha gwirioù ar bobl, a grogas da implij an estlammadenn "Jiyū banzai" (Kanji: 自由万歳; Kana: じゆうばんざい) pe "Bevet ar Frankiz!" e 1883.
E-pad an Eil Brezel-bed e vez implijet ar stumm hir doare pedenn Tenno heika Banzai! (天皇陛下万歳, "Bevet ar Meurdez an Impalaer!"). Pe evit al lidoù trec'h pe evit reiñ kalon, pe c'hoazh dindan ur stumm evit saozaniñ an enebourien, soudarded lu Impalaeriezh Japan a implij an estlammadenn.
Ar soudarded japaniz Kamikaze o vont da vervel a huche "Banzai!" dindan ur sell romantel bet etrezek sevenadur Japan a-vremañ padal n'eus ket prouen istorel ebet eus ar fed-mañ.
Sur ez eo avat e oa bet implijet gant soudarded al lu troadegiezh el lu Impalaeriezh Japan dre ma oa bet klevet dindan ur stumm boaz gant ho enebourien e-pad Brezel ar Meurvor Habask pa vez taget kreñvlec'hioù ar gevredidi gant troadegiezh Japan. Dre-se ez eo deuet al lavarad "Argadenn Banzai" ( pe a-wechoù " Tagadenn Banzai") degaset gant ar soudarded saoznegerien anezho, bremañ ez eo deuet da vezañ ar ster anavezetañ d'ar ger "Banzai"