C'hoari video liesc'hoarier

Eus Wikipedia
c'hoari video liesc'hoarier
game mode
Iskevrennad eusc'hoari video, C'hoari liesc'hoarier Kemmañ
Enebet ouzhC'hoari video unc'hoarier Kemmañ
C'hoarierien o c'hoari ur c'hoari video liesc'hoarier en ur sal.

Ur c'hoari video liesc'hoarier a vez graet eus ur c'hoari video gant meur a zen o c'hoari war ar memes tro. C'hoariet e vez pe en un doare lec'hel (war ur goñsolenn saloñs da skouer) pe enlinenn dre internet. An doare c'hoari a c'hell bezañ unan c'hoarier a-enep c'hoarier pe asambles. Evit ar re enlinenn e vez implijet alies doareoù eskemm evit unvaniñ an oberiantizoù (chat, mikro), ar pezh na vez ket er c'hoarioù video unc'hoarier. Pa oa kroget ar c'hoarioù video e oant holl reoù unc'hoarier met gant an amzer o tremen ez eus bet muioc'h-mui a c'hoarioù savet gant ar soñj bezañ liesc'hoarier. Hiziv-an-deiz e vez embannet c'hoarioù liesc'hoarier nemetken (evel Star Wars: Battlefront) hep lodenn unc'hoarier ebet, ar pezh a c'hell bezañ orin da dabutoù.

C'hoarierien o c'hoari asambles
An heuliad c'hoarioù video strategiezh Command & Conquer zo unan unc'hoarier ha liesc'hoarier war ar memes tro