7,92 × 33 mm Kurz
| 7,92 × 33 mm Kurz | |
|---|---|
Kartouchennoù 7,92 × 33 mm Kurz | |
| Doare | |
| Doare korf an douilhez | kreuzenn, boutailh |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 8,22 mm |
| Ø trogleuziñ | 7,89 mm |
| Ø kolier | 9,10 mm |
| Ø skoaz | 11,40 mm |
| Ø korf an douilhez | 11,94 mm |
| Ø strad | 11,95 mm |
| Tevder ar strad | 1,30 mm |
| Hirder an douilhez | 33 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 48 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 8 g |
| Tizh mont e-maez V0 | 685 m/s |
| Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 3.400 bar |
| Energiezh ar vannadell | 1.886 - 1.909 J |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar 7,92 × 33 mm Kurz, anvet ivez Pistolenpatrone 43, zo ur munision ijinet e 1940 gant an embregerezh alaman Polte eus Magdeburg (Sachsen-Anhalt). Implijet eo bet dreist-holl er Sturmgewehr 44, a vez gwelet evel unan eus fuzuilhoù-arsailh kentañ an istor.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ar Brezel-bed Kentañ e oa savet an ezhomm en armeoù european evit armoù hiniennel aotomatek nevez, dezhe un hed-tenn etre (war-dro 300 metr). Adalek kreiz ar bloavezhioù 1930 e krogas pemp embregerezh alaman da labourat war vunisionoù azasaet d'an armoù-mañ : Geco, DWM, RWS, Rheinmetall-Borsig ha Polte. Ar pevar embregerezh kentañ a ginnigas munisionoù nevez berroc'h evit ar 7,92 × 57 mm Mauser standart e kalz armoù alaman d'ar poent-se, met dezhe kalibroù disheñvel. Polte a ginnigas e dibenn 1940 stumm echuet ar gartouchenn 7,92 × 33 mm, a oa hec'h interest implijout ar memes kalibr boledoù evit ar 7,92 mm hengounel, ar pezh a aesae ar jeu evit uzinoù armoù ar vro[1].
Anvet e voe da gentañ Pistolenpatrone 43 (kartouchenn evit pistolennoù) ar munision nevez abalamour e oa Adolf Hitler a-enep da implij armoù aotomatek nevez e plas an armoù-morailh Gewehr 98 ha Karabiner 98k. Ur mod da guzhat palioù gwir ijinerien ar munision e oa. Savet e voe daou gentpatrom fuzuilhoù-arsailh tro-dro d'ar gartouchenn nevez, an MKb42(H) gant Haenel hag an MKb42(W) gant Walther. Fuzuilh Walther, adanvet MP 43/44 ha war-lerc'h Sturmgewehr 44, a voe lañset he froduerezh da vat e 1944 pa voe asantet anezhi gant Hitler, goude m'en dije lennet rentaoù-kont eus an talbenn hag a c'houlenne e vije ledanaet implij an arm. Adanvet e voe ar gartouchenn 7,92 × 33 mm Kurz (berr) evit chom hep droukveskañ gant ar c'hartouchennoù 7,92 mm hiroc'h.
War-bouez er Sturmgewehr 44 hag en un nebeud armoù all (Remington XP-100 pe Gewehr 98 adkambret), n'eo ket bet implijet kalz ar munision goude an Eil Brezel-bed. Produet e vez c'hoazh hiziv-an-deiz evit an dastumerien dreist-holl.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP