Mont d’an endalc’had

Geco (munisionoù)

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant GECO (munisionoù, Kanada).

Geco zo un embregerezh alaman hag a brodu munisionoù armoù-tan hiniennel. Krouet e oa bet e 1887 dindan an anv Gustav Genschow & Co.

Ur voestad kartouchennoù .22 Long Rifle evit an armoù damaotomatek produet gant Geco.

E 1887 e savas Gustav Genschow, genidik eus Stralsund (Pomerania, Alamagn), e embregerezh sevel kartouchennoù-chase ha drajez-kartouchennoù. Etre 1889 ha 1906 e kreskas en ur brenañ embregerezhioù all. E 1912 e tigoras un is-embregerezh e Vienna evit pourvezañ marc'hadoù Aostria-Hungaria. E 1927 e sinas un emglev gant ar produer munisionoù RWS.

Mervel a reas diazezer Geco e 1940. E 1952 e adkrogas da sevel munisionoù chase ha sportoù tennañ, a-raok bezañ prenet gant ar strollad Dynamit Nobel AG e 1962. E 1972 e tilojas e uzinoù da Fürth (Bavaria). E 2002 e voe prenet Nobel AG gant ar strollad suis RUAG Ammotec Group, a voe prenet e-unan gant ar strollad Beretta Holding e 2022[1].

Hiziv an deiz e produ an embregerezh munisionoù hag elfennoù (douilhezioù, boledoù)[2] ha dafar optek evit ar chaseerien hag ar sportoù tennañ. Uzinoù en deus Geco e Alamagn, Suis, Sveden ha Hungaria[3].

  1. (de) Die Geco Story war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 13/05/2024)
  2. (en) Reloading components war lec'hienn Geco (lennet d'ar 01/09/2025)
  3. (en) EICHSTÄDT Ulrich, GECO celebrates its anniversary: 130 years ago, a worldwide success story for hunting and sporting ammunition began, All4Shooters, 02/04/2022 (lennet d'ar 01/09/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan